Hag e lavarjont dezho: Kit, debrit kig lart hag evit traoù dous, kasit lodennoù d'ar re n'o deus aozet netra, rak an deiz-mañ a zo santelaet d'hon Aotrou; na vezit ket eta glac'haret, rak levenez an AOTROU eo ho nerzh.
Sant Ian 17:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met bremañ e teuan etrezek ennout hag e lavaran an traoù-mañ er bed, evit ma vo va levenez peurleuniet enno. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha breman ez an d’az kavout, hag e lavaran an traou‐man er bed, evit m’ho devezo va joa peur‐leuniet enhe. |
Hag e lavarjont dezho: Kit, debrit kig lart hag evit traoù dous, kasit lodennoù d'ar re n'o deus aozet netra, rak an deiz-mañ a zo santelaet d'hon Aotrou; na vezit ket eta glac'haret, rak levenez an AOTROU eo ho nerzh.
Mont a rin etrezek aoter Doue, etrezek Doue, va joa ha va levenez. Ha da veuliñ a rin gant an delenn, o Doue, va Doue!
Jezuz, oc’h anavezout en doa an Tad lakaet pep tra etre e zaouarn, hag e oa deuet eus Doue hag e tistroe da Zoue,
Lavaret em eus deoc’h an traoù-mañ evit ma chomo va levenez ennoc’h ha ma vo ho levenez peurleuniet.
Lavaret em eus deoc’h an traoù-mañ evit ma ho po ar peoc’h ennon. Trubuilhoù ho po er bed, met bezit kalonek, me am eus trec’het ar bed.
Me n’on ken er bed, met ar re-mañ a zo er bed, hag e teuan etrezek ennout. Tad santel, mir en da anv ar re ac’h eus roet din, evit ma vint unan eveldomp-ni.
An hini en deus ar wreg eo an ozhac’h. Met mignon an ozhac’h, a zo eno hag en selaou, a zo laouen bras pa glev mouezh an ozhac’h, hag al levenez-se a zo va hini ha peurvat eo.
Neuze Jezuz a lavaras dezho: Emaon ganeoc’h c’hoazh evit un nebeud amzer, hag ez in da gavout an hini en deus va c’haset.
rak rouantelezh Doue n’emañ ket an debriñ pe an evañ, met reizhder, peoc’h ha levenez er Spered-Santel.
Met frouezh ar Spered a zo karantez, levenez, peoc’h, pasianted, madelezh, hegarated, feiz,
o sellout ouzh Jezuz, ar rener hag ar peuroberer eus hor feiz, eñ hag en deus gouzañvet ar groaz ha disprizet ar vezhusted abalamour d’al levenez a oa kinniget dezhañ, hag a zo azezet a-zehou da dron Doue.
Petra bennak ma em eus kalz a draoù da skrivañ deoc’h, ne fell ket din henn ober gant paper ha liv, met spi am eus ez in betek ennoc’h hag e komzimp genoù ouzh genoù, evit ma vo peurvat hol levenez.