Spered an AOTROU a chomo warnañ, Spered a furnez hag a skiant, Spered a guzul hag a nerzh, Spered a anaoudegezh hag a zoujañs eus an AOTROU.
Sant Ian 16:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa vo deuet hennezh, ar Spered a wirionez, e reno ac’hanoc’h en holl wirionez, rak ne gomzo ket anezhañ e-unan, met e lavaro kement en devo klevet hag e tisklêrio deoc’h an traoù da zont. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes pa vezo deuet hennes, ar Spered a wirionez, e cunduo ac’hanoc’h en holl wirionez, rag n’eo ket anezhan he‐unan e komzo, mes lavaret a rai kement hen devezo klevet, hag e tisclerio deoc’h an traou da zond. |
Spered an AOTROU a chomo warnañ, Spered a furnez hag a skiant, Spered a guzul hag a nerzh, Spered a anaoudegezh hag a zoujañs eus an AOTROU.
Hag e c'hoarvezo goude an traoù-se ma skuilhin va Spered war bep kig, ho mibien hag ho merc'hed a brofedo, ho tud kozh o devo huñvreoù hag ho tud yaouank o devo gweledigezhioù.
Rak n’eo ket ac’hanon va-unan em eus komzet, met an Tad en deus va c’haset, en deus gourc’hemennet din ar pezh a dleen lavarout ha prezeg.
ar Spered a wirionez na c’hell ket bezañ degemeret gant ar bed, dre ma ne wel ket anezhañ ha n’anavez ket anezhañ. Met c’hwi a anavez anezhañ, rak e chom ganeoc’h hag e vo ennoc’h.
Met ar Frealzer, ar Spered-Santel a gaso an Tad em anv, a gelenno deoc’h an holl draoù hag a zegaso soñj deoc’h e kement am eus lavaret deoc’h.
Jezuz a lavaras dezhañ: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuhez. Den ne zeu d’an Tad nemet drezon.
Met pa vo deuet ar Frealzer a zegasin deoc’h a-berzh an Tad, ar Spered a wirionez a zeu eus an Tad, eñ a roio testeni ac’hanon.
Kalz a draoù all am eus c’hoazh da lavarout deoc’h, met n’oc’h ket c’hoazh evit o dougen.
Me a lavar ar pezh am eus gwelet e ti va Zad, ha c’hwi ivez a ra ar pezh hoc’h eus gwelet e ti ho tad.
Unan anezho, anvet Agabuz, a savas hag a zisklêrias dre ar Spered e vije un naonegezh vras dre an douar holl, ar pezh a erruas e gwirionez dindan Glaoda-Kezar.
nemet e kemenn ar Spered-Santel ac’hanon e pep kêr eus an ereoù hag ar glac’haroù a c’hortoz ac’hanon.
hag en deus lavaret din: Paol, na’z pez ket aon, ret eo dit mont dirak Kezar, ha setu, Doue en deus roet dit ar re holl a zo war vor asambles ganit.
evit ma vo kondaonet ar re holl n’o deus ket kredet er wirionez met o deus kemeret plijadur en direizhder.
Ra ne dromplo den ac’hanoc’h e doare ebet. Rak ret eo e c’hoarvez an dirollerezh da gentañ hag en em ziskouez den ar pec’hed, mab ar gollidigezh,
Doue, goude bezañ gwechall komzet d’hon tadoù meur a wech hag e meur a zoare dre ar brofeded,
Met an oleviadur hoc’h eus resevet digantañ a chom ennoc’h ha n’hoc’h eus ket ezhomm e kelennfe den ac’hanoc’h. Hag evel ma tesk an oleviadur-se deoc’h pep tra, ma’z eo gwirion ha ma n’eo ket ur gaou, chomit ennañ hervez ma’z eo bet desket deoc’h gantañ.
Ni a zo eus Doue, an hini a anavez Doue a selaou ac’hanomp, an hini n’eo ket eus Doue ne selaou ket ac’hanomp. A gement-se ec’h anavezomp ar spered a wirionez hag ar spered a errol.
Eñ eo an hini a zo deuet dre an dour ha dre ar gwad: Jezuz-Krist, nann dre an dour hepken, met dre an dour ha dre ar gwad. Hag ar Spered eo a ro testeni a gement-se, dre ma’z eo ar Spered a wirionez.
Diskuliadur Jezuz-Krist, roet dezhañ gant Doue evit diskouez d’e servijerien an traoù a dle c’hoarvezout prest, hag en deus kaset ha roet da anavezout dre e ael d’e servijer Yann,
Skriv an traoù ac’h eus gwelet, hag ar re a zo, hag ar re a dle en em gavout goude ar re-mañ,