Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 16:13 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

13 Mes pa vezo deuet hennes, ar Spered a wirionez, e cunduo ac’hanoc’h en holl wirionez, rag n’eo ket anezhan he‐unan e komzo, mes lavaret a rai kement hen devezo klevet, hag e tisclerio deoc’h an traou da zond.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Pa vo deuet hennezh, ar Spered a wirionez, e reno ac’hanoc’h en holl wirionez, rak ne gomzo ket anezhañ e-unan, met e lavaro kement en devo klevet hag e tisklêrio deoc’h an traoù da zont.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 16:13
32 Referencias Cruzadas  

Rag n’e ket ac’hanoun va‐unan em euz komzet; mes an Tad, pehini hen deuz va digasset, hen deuz gourc’hemenet d’in petra a dleen da lavaret ha da gelen.


ar Spered a wirionez, ha na hell ket ar bed hen receo, abalamour ne vel ket anezhan ha ne anavez ket anezhan; mes c’houi a anavez anezhan, rag hen a choum ganeoc’h, hag e vezo enoc’h.


Mes ar C’honsolator, ar Spered‐Santel, a vezo digasset gant an Tad em hano, hennes a zesko deoc’h pep tra, hag a rai deoc’h kaoud memor euz an holl draou em euz lavaret deoc’h.


Jesus a lavaraz dezhan: Me eo an hent, ar wirionez hag ar vuez; den na zeu d’an Tad nemed dreizoun.


Pa vezo deuet ar C’honsclator a gassin deoc’h a‐beurz an Tad, ar Spered a wirionez, pehini a zeu euz an Tad, hen a roio testeni ac’hanoun.


Beza em euz c’hoas kalz a draou da lavaret deoc’h; mes n’oc’h ket c’hoas evit ho zouten.


Ha testeni a ro euz a gement hen deuz gwelet ha klevet; mes den na receo he desteni.


Me a lavar ar pez em euz gwelet em Zad; ha c’houi a ra ive ar pez hoc’h euz gwelet en ho tad.


Hag unan anezhe, hanvet Agabus, a zavaz, hag a roaz da anaoud dre ar Spered e vije eur gernez vraz dre ar bed holl; ha kement‐se a c’hoarvezaz en amzer Claud‐Cezar.


nemed ma’z oun avertisset gant ar Spered‐Santel ez euz, e pep kear, chadennou hag afflictionou ouz va gortoz.


N’az pez ket a aoun, Paol; red eo d’id mond dirag Cezar; ha setu, Doue hen deuz roet d’id kement hini a zo o naviga assambles ganez.


evit ma vezo condaonet ar re holl pere n’ho deuz ket credet d’ar wirionez, mes ho deuz kemeret plijadur er fallentez.


Diwallit na zeufe den d’ho trompla en doare e‐bed; rag red eo e vez deuet da‐genta ar revolt, hag a vez bet diskouezet den ar pec’hed, mab ar gollidigez,


Doue, goude beza gwechall komzet ouz hon tadou koz, alies hag e meur a zoare, dre ar brofeted,


Evidoc’h‐hu a‐berz an Hini santel eo hoc’h euz recevet an onction, hag ec’h anavezit pep tra.


Mes an onction hoc’h euz recevet diganthan, a choum enoc’h; ha n’hoc’h euz ket ezom e teufe den e‐bed d’ho kelen; mes evel ma teu an onctionze da zeski deoc’h pep tra, ha ma’z eo gwirion, ha ma n’eo ket eur gaou, evel‐se, hervez ma’z eo bet desket deoc’h ganthi, choumit enhan.


Ni a zo euz a Zoue; an hini a anavez Doue, a zelaou ac’hanomp; an hini n’eo ket euz a Zoue, na zelaou ket ac’hanomp: dre gement‐se ec’h anavezomp ar spered a wirionez hag ar spered a c’haou.


Ar Jesus‐se, ar C’hrist, eo a zo deuet gant an dour hag ar goad; n’e ket gant ar dour hep‐ken, mes gant an dour hag ar goad; hag ar Spered eo a ro testeni euz a gement‐se, rag ar Spered eo ar wirionez.


Revelation Jesus‐Christ, roet dezhan gant Doue, evit diskouez d’he zervicherien an traou a dle c’hoarvezout hep‐dale, hag hen deuz roet da anaoud, en eur zigas he eal da Ian, he zervicher;


Scriv an traou ec’h euz gwelet, an traou a zo hag ar re a dle c’hoarvezoud goude ar re‐man.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos