Ra ne vo ket mezhek ar re a esper ennout en abeg din, Aotrou, AOTROU an armeoù! Ra ne vo ket mezhek ar re a glask ac'hanout en abeg din, o Doue Israel!
Sant Ian 15:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met kement-se holl a raint deoc’h en abeg da’m anv, rak n’anavezont ket an hini en deus va c’haset. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes kement‐se holl a raint deoc’h abalamour d’am hano, rag na anavezont ket an hini hen deuz va digasset. |
Ra ne vo ket mezhek ar re a esper ennout en abeg din, Aotrou, AOTROU an armeoù! Ra ne vo ket mezhek ar re a glask ac'hanout en abeg din, o Doue Israel!
Selaouit komz an AOTROU, c'hwi a gren d'e gomz: Lavaret eo bet gant ho preudeur a gasa hag a zistaol ac'hanoc'h en abeg da'm anv: Ra ziskouezo an AOTROU e c'hloar! Gwelet e vo evit ho levenez, hag e vint mezhek.
Kaset e viot dirak gouarnourien ha dirak rouaned abalamour din, evit reiñ testeni din dirazo ha dirak ar baganed.
Kasaet e viot gant an holl abalamour da’m anv, met an hini a gendalc’ho betek ar fin a vo salvet.
An hini a viro e vuhez he c’hollo, hag an hini a gollo he buhez abalamour din he c’havo.
Neuze e roint ac’hanoc’h evit bezañ poaniet hag e lazhint ac’hanoc’h, hag e viot kasaet gant an holl vroadoù abalamour da’m anv.
Eürus e viot pa zeuio an dud d’ho tismegañsiñ, d’ho kwallgas ha da lavarout dre c’haou pep seurt droug a-enep deoc’h abalamour din,
Kasaet e viot gant an holl abalamour da’m anv, met an hini a gendalc’ho betek ar fin a vo salvet.
Met a-raok an holl draoù-se, e lakaint o daouarn warnoc’h hag e wallgasint ac’hanoc’h, ho kasint er sinagogennoù hag ho lakaint er prizon, ho kasint dirak rouaned ha dirak gouarnourien abalamour da’m anv.
Eürus e viot pa gasaio an dud ac’hanoc’h, pa gasint kuit ac’hanoc’h eus o zouez, pa lavarint dismegañs deoc’h ha pa daolint hoc’h anv evel fall abalamour de Vab an den,
Ma ne’m bije ket graet en o zouez an oberoù n’en deus graet hini all ebet, n’o dije ket a bec’hed. Met bremañ o deus o gwelet hag o deus kasaet ac’hanon ha va Zad ivez.
Tad gwirion, ar bed n’en deus ket da anavezet, met me am eus da anavezet hag ar re-mañ o deus anavezet ec’h eus va c’haset.
Lavarout a rejont eta dezhañ: Pelec’h emañ da Dad? Jezuz a respontas: N’anavezit na me na va Zad. Mar anavezfec’h ac’hanon, ec’h anavezfec’h ivez va Zad.
Jezuz a respontas: Mar tennan gloar ac’hanon va-unan, va gloar n’eo netra. Va Zad eo an hini a ro gloar din, an hini a lavarit eo ho Toue.
N’hoc’h eus ket e anavezet. Met me a anavez anezhañ, ha ma lavarfen n’anavezan ket anezhañ, e vefen ur gaouiad eveldoc’h. Met anavezout a ran anezhañ hag e viran e c’her.
Rak, o tremen hag o sellout ouzh an traoù a azeulit, em eus kavet zoken un aoter ma’z eo skrivet warni: D’un doue dizanav. An hini a azeulit hep e anavezout, hennezh eo an hini a gemennan deoc’h.
Bremañ, breudeur, gouzout a ran hoc’h eus graet kement-se dre ziouiziegezh, kenkoulz hag ho pennoù.
Met evit ma ne d-aio ket ar vrud a gement-mañ muioc’h e-touez ar bobl, difennomp outo gant gourdrouzoù komz mui da biv bennak en anv-se.
Int eta en em dennas a-zirak ar sanedrin, leuniet a levenez da vezañ bet kavet dellezek da c’houzañv dismegañs evit e anv.
hag amañ en deus ar galloud a-berzh ar veleien vras da eren ar re holl a c’halv da anv.
Evel na fellas ket dezho anavezout Doue, Doue en deus o laosket da soñjoù a fallentez en hevelep doare ma reont traoù dizellezek.
Dihunit hervez ar reizhder ha na bec’hit ket, rak bez’ ez eus darn hep anaoudegezh Doue, lavarout a ran kement-se evit ho mezh.
ha n’eo bet anavezet gant hini ebet eus renerien ar bed-mañ, rak mar o defe he anavezet, n’o defe ket kroazstaget an Aotrou a c’hloar.
evit tennañ veñjañs eus ar re n’anavezont ket Doue ha na sentont ket ouzh Aviel hon Aotrou Jezuz-Krist.
Gwelit pebezh karantez en deus diskouezet an Tad en hor c’heñver, evit ma vefemp galvet bugale Doue! Dre gement-mañ eo n’anavez ket ar bed ac’hanomp: o vezañ n’en deus ket anavezet anezhañ.
Gouzañvet ec’h eus, bet ec’h eus pasianted, labouret ec’h eus evit va anv ha ne’c’h eus ket kollet kalon.