Ar mevel a lavaras dezhañ: Aotrou, graet eo bet evel ma ec’h eus gourc’hemennet, ha lec’h a zo c’hoazh.
Sant Ian 14:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Bez’ ez eus meur a chomlec’h e ti va Zad. Ma ne vefe ket, em bije henn lavaret deoc’h. Mont a ran da gempenn ul lec’h deoc’h. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Bez’ ez euz meur a choumach en ti va Zad; ma na vije ket, em bije hen lavaret deoc’h. Me a ia da brepari eur plas deoc’h. |
Ar mevel a lavaras dezhañ: Aotrou, graet eo bet evel ma ec’h eus gourc’hemennet, ha lec’h a zo c’hoazh.
Va bugale vihan, me a zo c’hoazh ganeoc’h evit un nebeud amzer. C’hwi am c’hlasko hag, evel ma em eus lavaret d’ar Yuzevien: Ne c’hellit ket dont e-lec’h ma’z an, deoc’h ivez en lavaran bremañ.
Simon-Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, pelec’h ez-te? Jezuz a respontas dezhañ: E-lec’h ma’z an, ne c’hellez ket va heuliañ bremañ, met te am heulio diwezhatoc’h.
Klevet hoc’h eus em eus lavaret deoc’h: Mont a ran kuit hag e tistroan davedoc’h. Mar karfec’h ac’hanon, ho pefe levenez eus ar pezh am eus lavaret: Mont a ran da gavout an Tad, rak va Zad a zo brasoc’h egedon.
Me am eus lavaret deoc’h an traoù-se, evit, pa vo deuet an eur, m’ho po soñj em eus o lavaret deoc’h. Ne’m eus ket lavaret anezho deoc’h abaoe ar penn-kentañ, abalamour ma oan ganeoc’h.
Tad, me a c’hoanta e vo ganin ar re ac’h eus roet din, e-lec’h ma’z on, evit ma welint ar gloar ac’h eus roet din, rak va c’haret ec’h eus a-raok krouidigezh ar bed.
Gouzout a reomp a dra sur penaos mar d-eo distrujet hon tabernakl, hor chomlec’h douarel-mañ, hon eus en neñvoù un ti a zo eus Doue, un ti peurbadus n’eo ket graet gant dorn an den.
Rak Doue n’en deus ket hol lakaet evit ar gounnar, met evit gounit ar silvidigezh dre hon Aotrou Jezuz-Krist,
en esperañs ar vuhez peurbadus he deus Doue prometet a-raok an amzerioù peurbadus, eñ ha ne c’hell ket gaouiadiñ,
Rak gortoz a rae ar gêr he deus diazezoù, an hini a zo Doue an oberer hag ar saver anezhi.
e-lec’h ma’z eo Jezuz antreet evidomp evel un diaraoger, o vezañ bet graet beleg-meur peurbadus hervez urzh Melkizedek.
Ar Spered-Santel a ziskouez dre eno penaos hent sant ar sent ne oa ket c’hoazh digor e-keit ha ma chome an tabernakl kentañ.
hag a-berzh Jezuz-Krist, an test feal, ar c’hentañ-ganet a-douez ar re varv ha Priñs rouaned an douar. D’an hini en deus hor c’haret, en deus hor gwalc’het eus hor pec’hedoù dre e wad
Ha me Yann, a welas ar gêr santel, ar Jeruzalem nevez, o tiskenn eus an neñv, eus kichen Doue, fichet evel ma’z eo kempennet ur wreg yaouank evit he fried.
Gant an hini a drec’ho e rin ur peul e templ va Doue ha ne yelo ken er-maez. Skrivañ a rin warnañ anv va Doue, hag anv kêr va Doue, ar Jeruzalem nevez a ziskenn eus an neñv eus kichen va Doue, ha va anv nevez.
An hini a drec’ho, me a lakaio anezhañ da azezañ ganin war va zron, evel ma em eus trec’het ha ma’z on azezet gant va Zad war e dron.