Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 14:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 Bez’ ez euz meur a choumach en ti va Zad; ma na vije ket, em bije hen lavaret deoc’h. Me a ia da brepari eur plas deoc’h.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Bez’ ez eus meur a chomlec’h e ti va Zad. Ma ne vefe ket, em bije henn lavaret deoc’h. Mont a ran da gempenn ul lec’h deoc’h.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 14:2
25 Referencias Cruzadas  

Goude‐ze ar servicher a lavaraz dezhan: Aotrou, ar pez ec’h euz gourc’hemenet a zo great, hag ez euz c’hoas plas.


Va bugale vihan, evit eun neubeud amzer em oun c’hoas ganeoc’h; c’houi a glasko ac’hanoun, hag, evel ma em euz hen lavaret d’ar Judevien, hen lavaran deoc’h ive breman: Na hellit ket dond el leac’h ma’z an.


Simon Per a lavaraz dezhan: Aotrou, pe leac’h ez ez‐te? Jesus a respontaz dezhan: Na hellez ket breman va heullia el leac’h ma’z an; mes va heullia a ri divezatoc’h.


Klevet hoc’h euz em euz lavaret deoc’h: Mond a ran kuit, hag e teuan d’ho kavoud adare. Mar karjec’h ac’hanoun, c’houi a vije joaüs abalamour ma em euz lavaret: Mond a ran da gavoud an Tad; rag va Zad a zo brassoc’h eged’oun.


Mes lavaret em euz deoc’h an traou‐man, evit, pa vezo deuet an amzer, m’ho pezo sonj em euz ho lavaret deoc’h. N’em euz ket ho lavaret deoc’h adaleg ar pen‐kenta, abalamour ma oann assambles ganeoc’h.


O va Zad, deziroud a ran ma vezo ganen, el leac’h ma vezin, ar re ec’h euz roet d’in, evit ma velint ar gloar ec’h euz roet d’in, rag te ec’h euz va c’haret araog ma oa crouet ar bed.


ha me a ziskouezo dezhan pegement e rank souffr evit va hano.


Rag gouzoud a reomp penaos, mar d’eo distrujet an danten‐man, an ti douarman en pehini e choumomp, hon euz ebarz an envou eun ti‐all a‐berz Doue, eun ti eternel, ha n’eo ket bet great gant dorn an den.


Rag Doue n’hen deuz ket hon destinet d’ar goler, mes da gaoud ar zilvidigez dre hon Aotrou Jesus‐Christ, pehini a zo bet marvet evidomp,


en esperans euz ar vuez eternel prometet, araog an amzeriou eternel, gant Doue, pehini na hell ket lavaret gevier;


Rag en gortoz e oa euz ar gear he deuz fondationou, ar gear euz a behini Doue he‐unan eo ar fondator hag ar mestr‐maçoner.


Rag n’hon euz kear peurbadus e‐bed var an douarman, mes klask a reomp an hini da zond.


e pe leac’h eo antreet Jesus evidomp, evel o tigeri an hent deomp, o veza bet great Beleg‐braz da viken, hervez urz Melkizedec.


ar Spered‐Santel o rei da anaoud dre gement‐se penaos hent al leac’h santella ne oa ket bet c’hoas digoret, e‐pad ma choume c’hoas an tabernacl kenta; hag an draman a zo eur figuren evit an amzer a zo o rên,


hag euz a‐berz Jesus‐Christ, an test fidel, ar c’henta ganet a‐douez ar re varo, hag ar Prins euz a rouane an douar.


Ha me, Ian, a velaz ar gear zantel, ar Jerusalem nevez, o tisken euz an env a‐gichen Doue, kempennet evel eur vreg‐yaouank evit he fried.


An hini a drec’ho, me a lako anezhan da bilier en templ va Doue, ha n’ez ai ken er meaz; hag e scrivin varnezhan hano va Doue, hag hano ar gear euz va Doue, ar Jerusalem nevez, pehini a zisken euz an env, euz a‐gichen va Doue, ha va hano nevez.


An hini a drec’ho, me hen lakai da azeza ganen var va zron, evel ma em euz‐me ive trec’het hag emoun azezet gant va Zad var he dron.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos