Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 14:3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

3 Ha pa vezin eat ac’halen, ha pa em bezo preparet eur plas deoc’h, me a zeuio adare d’ho kerc’had, evit ma viot c’houi el leac’h ma vezin‐me.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Pa vin aet kuit ha pa em bo kempennet ul lec’h deoc’h, e tistroin hag ho kemerin ganin, evit el lec’h m’emaon e viot c’hwi ivez.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 14:3
20 Referencias Cruzadas  

Mar deu unan‐benag d’am zervicha, ra heullio ac’hanoun; hag el leac’h ma vezin, eno e vezo ive va servicher; ha mar servich unan‐benag ac’hanoun, an Tad a henoro anezhan.


Klevet hoc’h euz em euz lavaret deoc’h: Mond a ran kuit, hag e teuan d’ho kavoud adare. Mar karjec’h ac’hanoun, c’houi a vije joaüs abalamour ma em euz lavaret: Mond a ran da gavoud an Tad; rag va Zad a zo brassoc’h eged’oun.


Ha gouzoud a rit pe leac’h ez an, hag anaoud a rit an hent.


O va Zad, deziroud a ran ma vezo ganen, el leac’h ma vezin, ar re ec’h euz roet d’in, evit ma velint ar gloar ec’h euz roet d’in, rag te ec’h euz va c’haret araog ma oa crouet ar bed.


hag a lavaraz: Tud a C’halile, perag e choumit‐hu aze da zellet ouz an env? Ar Jesus‐se, pehini a zo bet savet diganeoc’h en env, a zistroio er memeus doare ma hoc’h euz gwelet anezhan o sevel d’an env.


Ha mar d’omp bugale, ez omp ive heritourien; heritourien da Zoue, ha kenheritourien gant ar C’hrist; gant ma teuimp da c’houzanv koulskoude assambles ganthan, evit ma vezimp ive glorifiet assambles ganthan.


Rag gwasket oun a bep tu, o veza ma em euz c’hoant da guitaad ha da veza assambles gant ar C’hrist, ar pez a vefe kalz gwelloc’h d’in;


evit ma vezo hano hon Aotrou Jesus‐Christ glorifiet enoc’h, ha c’houi enhan, hervez gras hon Doue, hag hon Aotrou Jesus‐Christ.


Mar gouzanvomp assambles ganthan, e renimp ive assambles ganthan; mar nac’homp anezhan, hen ive a nac’ho ac’hanomp;


evel‐se ive ar C’hrist, o veza bet offret eur vech evit lemmel kuit pec’hejou kalz a dud, en em ziskouezo eun eil gwech hep pec’hed d’ar re a c’hortoz anezhan evit ar zilvidigez.


An hini a drec’ho, me hen lakai da azeza ganen var va zron, evel ma em euz‐me ive trec’het hag emoun azezet gant va Zad var he dron.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos