Ne gomzan ket ac’hanoc’h holl. Gouzout a ran ar re am eus dibabet. Met ret eo d’ar Skritur bezañ peurc’hraet: An hini a zebr bara ganin en deus savet e droad em enep.
Sant Ian 13:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak gouzout a rae piv oa an hini a dlee e zroukreiñ, abalamour da-se e lavaras: N’oc’h ket glan holl. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag gouzoud a rea piou e oa an hini a drahisse anezhan; hag evit se eo e lavaraz: N’oc’h ket holl net. |
Ne gomzan ket ac’hanoc’h holl. Gouzout a ran ar re am eus dibabet. Met ret eo d’ar Skritur bezañ peurc’hraet: An hini a zebr bara ganin en deus savet e droad em enep.
Da ziwezh ar goan, an diaoul o vezañ lakaet dija e kalon Judaz Iskariod mab Simon ar soñj d’e zroukreiñ,
P’en doe Jezuz lavaret kement-se, e voe trubuilhet en e spered hag e roas an testeni-mañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, unan ac’hanoc’h am droukroio.
Jezuz a respontas: An hini a roin dezhañ an tamm soubet. Hag, o vezañ soubet un tamm, e roas anezhañ da Judaz Iskariod mab Simon.
E-pad ma oan ganto er bed, e tiwallen anezho en da anv. Miret em eus ar re ac’h eus roet din, hag hini ebet anezho n’eo en em gollet, nemet mab ar gollidigezh, evit ma vije peurc’hraet ar Skritur.
Jezuz, o c’houzout kement a dlee c’hoarvezout gantañ, a yeas en o raok hag a lavaras dezho: Piv a glaskit?
ha dre ma n’en doa ket ezhomm e vije roet testeni gant unan bennak diwar-benn un den, rak anavezout a rae ar pezh a oa en den.