Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 13:11 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

11 Rag gouzoud a rea piou e oa an hini a drahisse anezhan; hag evit se eo e lavaraz: N’oc’h ket holl net.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Rak gouzout a rae piv oa an hini a dlee e zroukreiñ, abalamour da-se e lavaras: N’oc’h ket glan holl.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 13:11
9 Referencias Cruzadas  

Ne gomzan ket ac’hanoc’h holl; gouzoud a ran pere em euz choazet; mes red eo e vez accomplisset ar Scritur: An hini a zebr bara ganen, hen deuz savet he droad a‐enep d’in.


Ha pa oe deuet koan (an Diaoul o veza lakeat dija e calon Judas Iscariot, mab Simon, ar sonj da drahissa anezhan),


Pa hen doe Jesus lavaret kement‐se, e oe troublet en he spered, hag e roaz an desteni‐man: E gwirionez, e gwirionez hen lavaran deoc’h, unan ac’hanoc’h am zrahisso.


Jesus a respontaz: An hini a roin dezhan eun tam trempet ganen, hennes eo. Hag o veza trempet eun tam, e roaz anezhan da Judas Iscariot, mab Simon.


E‐pad ma oann ganthe er bed, e tiwallen anezhe en da hano. Miret em euz ar re ec’h euz roet d’in, ha n’euz bet kollet hini anezhe, nemed mab ar gollidigez, evit ma vije accomplisset ar Scritur.


Ha Jesus, o c’houzout kement a dlie c’hoarvezout ganthan, a ieaz etrezeg enhe, hag a lavaraz dezhe: Piou a glaskit‐hu?


ha n’hen doa ket ezom e vije rentet dezhan testeni divarben an den, rag he‐unan e ouie petra a oa ebarz an den.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos