Sant Ian 13:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a lavaras dezhañ: An hini a zo bet gwalc’het en deus ezhomm e vefe gwalc’het dezhañ e zreid hepken, hag emañ glan penn-da-benn. Ha c’hwi a zo glan, met n’oc’h ket holl. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a lavaraz dezhan: An hini a zo bet en dour, n’hen deuz mui ezom e vez gwalc’het dezhan nemed he dreid; ha goude ez eo net holl. Hogen, c’houi a zo net, mes n’oc’h ket holl. |
En deizioù-se, en amzer-se, eme an AOTROU, e vo klasket direizhder Israel, met ne vo ket kavet, ha pec'hedoù Juda, ha ne vint ket kavet, dre ma pardonin d'ar re am bo lezet e nemorant.
An hini en devo kaset kuit ar bouc’h evit Azazel a ganno e zilhad hag a walc’ho e gorf en dour; goude-se e teuio er c’hamp en-dro.
An hini en devo o devet a ganno e zilhad hag a walc’ho e gorf en dour; goude-se e teuio er c’hamp en-dro.
Ne gomzan ket ac’hanoc’h holl. Gouzout a ran ar re am eus dibabet. Met ret eo d’ar Skritur bezañ peurc’hraet: An hini a zebr bara ganin en deus savet e droad em enep.
Simon-Pêr a lavaras dezhañ: Aotrou, nann hepken va zreid, met ivez va daouarn ha va fenn.
Ha ma’z emañ unan bennak e Krist, hemañ a zo ur grouadenn nevez. An traoù kozh a zo tremenet, setu, an holl draoù a zo deuet da vezañ nevez.
Rak lakaet eo bet gantañ da vezañ pec’hed abalamour deomp an hini n’en deus ket anavezet ar pec’hed, evit ma teuimp da vezañ reizhder Doue ennañ.
O kaout eta hevelep promesaoù, re garet-mat, en em c’hlanaomp eus pep hudurniezh eus ar c’hig hag eus ar spered o kas da benn hor santeladur e doujañs Doue.
Ra santelaio an Doue a beoc’h e-unan kement a zo ennoc’h, ha ra vo miret divlam hoc’h holl spered, ene ha korf, a-benn donedigezh hon Aotrou Jezuz-Krist.
hag a oa hepken gourc’hemennoù kigel, gant bouedoù, evajoù ha meur a walc’hidigezh, lakaet betek an amzer ma vije renevezet pep tra.
Strebotiñ a reomp holl e meur a dra. Ma ez eus unan bennak ha ne strebot ket pa gomz, un den peurvat eo, un den a c’hell mestroniañ ivez e gorf a-bezh.