Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 16:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

28 An hini en devo o devet a ganno e zilhad hag a walc’ho e gorf en dour; goude-se e teuio er c’hamp en-dro.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 16:28
10 Referencias Cruzadas  

Dic’hlan e viot abalamour dezho; an hini a stoko ouzh o c’horfoù marv a vo dic’hlan betek an noz,


hag an hini a zougo o c’horfoù marv a ganno e zilhad hag a vo dic’hlan betek an noz.


an hini a zebro eus e gorf marv a ganno e zilhad hag a vo dic’hlan betek an noz, hag an hini a zougo e gorf marv a ganno e zilhad hag a vo dic’hlan betek an noz.


An hini a stoko ouzh e wele a ganno e zilhad, en em walc’ho en dour, hag e vo dic’hlan betek an noz.


An hini en devo kaset kuit ar bouc’h evit Azazel a ganno e zilhad hag a walc’ho e gorf en dour; goude-se e teuio er c’hamp en-dro.


An hini en devo dastumet ludu ar vuoc'h a ganno e zilhad, ha dic'hlan e vo betek an noz. Ur reolenn beurbadus e vo evit mibien Israel hag evit an diavaeziad a vo o chom en o zouez.


An aberzhour a ganno e zilhad hag a walc'ho e gorf en dour. Goude-se e tistroio d'ar c'hamp, hag e vo dic'hlan an aberzhour betek an noz.


An hini en devo he devet a ganno e zilhad en dour hag a walc'ho e gorf en dour, dic'hlan e vo betek an noz.


Evel-henn e ri dezho evit o glanaat: gra warno sparfadur an dour-dic'haouiñ, hag e raint d'an aotenn tremen war o c'horf, e walc'hint o dilhad hag en em c'hlanaint.


Jezuz a lavaras dezhañ: An hini a zo bet gwalc’het en deus ezhomm e vefe gwalc’het dezhañ e zreid hepken, hag emañ glan penn-da-benn. Ha c’hwi a zo glan, met n’oc’h ket holl.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos