Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 16:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

29 Setu evidoc’h ur reolenn beurbadus: d’ar seizhvet miz, d’an dekvet deiz eus ar miz, ec’h izelaiot hoc’h eneoù, ne reot labour ebet, nag an henvroad nag an diavaeziad a chom en ho touez.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 16:29
28 Referencias Cruzadas  

Holl dud Israel en em zastumas e-kichen ar roue Salomon e miz Etanim, ar seizhvet miz, e-pad ar gouel.


Ar seizhvet miz o tostaat, ha mibien Israel o vezañ en o c'hêrioù, ar bobl en em zastumas e Jeruzalem evel un den hepken.


Eno, e-tal ar stêr Ahava, ec'h embannis ur yun evit en em izelaat dirak hon Doue, o pediñ anezhañ da reiñ deomp ur veaj eürus, evidomp, evit hor bugale hag evit hor holl vadoù.


Met me, pa oant klañv, me a wiske ur sac'h, me a boanie va ene gant ar yun, ha va fedenn a zistroe war va bruched.


Rak ar gred evit da di en deus va devet, ha dismegañsoù ar re a zismegañs ac'hanout a zo kouezhet warnon.


D'an deiz kentañ e vo ur c'hengalv santel. Bez' ho po ivez unan er seizhvet devezh. Ne vo graet labour ebet en deizioù-se, fichet e vo hepken deoc'h ar pezh a zle pep den debriñ.


met ar seizhvet deiz eo sabad an AOTROU da Zoue; ne ri labour ebet, na te, na da vab, na da verc'h, na da servijer, na da vatezh, na da loened, na da ziavaeziad a zo e-barzh da zorojoù,


Aaron a raio dic'haou war gerniel an aoter, ur wech ar bloaz. Gant gwad an aberzh-dic'haouiñ evit ar pec'hed, e vo graet dic'haou eno ur wech ar bloaz a rummadoù da rummadoù. Kement-se a vo un dra santel-meurbet d'an AOTROU .


Mirit eta ar sabad, rak un deiz santel e vo evidoc'h. Ar re a dorro anezhañ a vo lakaet d'ar marv. Mar gra neb ul labour en deiz-se, e vo dilamet a-douez e bobl.


Al labour a vo graet e-pad c'hwec'h devezh, met er seizhvet devezh e vo ar sabad-diskuizh santelaet evit an AOTROU . Piv bennak a raio ul labour e deiz ar sabad a vo lakaet d'ar marv.


Mar dalc'hez da droad e-pad ar sabad, evit tremen hep ober ar pezh a fell dit em deiz santel, mar anvez ar sabad: Va flijadur, deiz santelaet evit an AOTROU, mar enorez anezhañ hep heuliañ da hentoù, hep ober ar pezh a blij dit, hep lavarout traoù aner,


Perak hon eus yunet hep ma lakaez evezh? Perak hon eus glac'haret hon eneoù hep ma'c'h anavezez? Setu, en deiz ho yun e rit ar pezh a blij deoc'h hag e wallgasit ho mevelien.


Hag eo hennezh ar yun a fell din en deiz ma c'hlac'har un den e ene? Plegañ e benn evel ur vroenenn, gourvez war ar sac'h hag al ludu? Hag ec'h anvi kement-se ur yun, un deiz dereat d'an AOTROU?


Hag e lavaras din: Na'z pez ket aon, Daniel, rak adalek an deiz ma ec'h eus kemeret a galon da gompren ha da nec'hiñ dirak da Zoue, da gomzoù a zo bet selaouet, hag en abeg da'z komzoù ez on deuet.


Ne zebris meuz saourus ebet, na kig na gwin n'eas da'm genoù, n'en em olevis ket, ken na voe tremenet an teir sizhunvezh.


Er memes deiz-mañ ec’h embannot e vo ur c’hengalv santel; ne reot labour-mevel ebet. Ur reolenn beurbadus e vo evidoc’h a rummadoù da rummadoù, en hoc’h holl chomlec’hioù.


Al labour a vo graet e-pad c’hwec’h devezh, met er seizhvet devezh e vo ar sabad-diskuizh, bez’ e vo ur c’hengalv santel. Ne reot labour ebet, sabad an AOTROU e vo en hoc’h holl chomlec’hioù.


E-pad seizh devezh e kinnigot d’an AOTROU ur prof graet dre an tan. D’an eizhvet deiz e vo ur c’hengalv santel hag e kinnigot d’an AOTROU ur prof graet dre an tan; ur vodadeg veur e vo, ne reot labour-mevel ebet.


Hag e lakai an drompilh da seniñ skiltr d’an dekvet deiz eus ar seizhvet miz; d’an deiz-pardon e lakaiot an drompilh da seniñ dre hoc’h holl vro.


Setu evidoc’h ur reolenn beurbadus a rummadoù da rummadoù, en hoc’h holl chomlec’hioù: ne zebrot na lard na gwad.


D'an dekvet deiz eus ar seizhvet miz-se, ho po ur c'hengalv santel, ec'h izelaiot hoc'h eneoù ha ne reot labour ebet.


Evel ma oa tremenet kalz a amzer ha ma teue risklus ar mor, pa’z eo gwir e oa koulz ar yun dija echu, Paol a alias anezho


Rak mar en em varnfemp hon-unan, ne vefemp ket barnet.


Rak an hini a zo antreet en e ziskuizh en em ziskuizh eus e oberoù, evel ma reas Doue eus e re.


En em zastum a rejont eta e Mizpa, hag eno e tennjont dour d'e skuilhañ dirak an AOTROU , hag e yunjont en deiz-se, hag e lavarjont: Pec'het hon eus a-enep an AOTROU! Ha Samuel a varnas mibien Israel e Mizpa.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos