O gwalc'h a resevont eus fonnusted da di, hag e roez da evañ dezho e stêr da blijadurezh.
Sant Ian 12:46 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Me a zo deuet er bed evel ur sklêrijenn, evit na chomo ket en deñvalijenn an neb a gred ennon. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Me a zo deuet er bed, me pehini a zo ar sclerijen, evit na choumo ket en devalijen an neb a gred enoun. |
O gwalc'h a resevont eus fonnusted da di, hag e roez da evañ dezho e stêr da blijadurezh.
Emaon o vont da freuzañ menezioù ha krec'hiennoù, ha da zisec'hañ o holl c'hlasvez, treiñ a rin ar stêrioù e douar start, disec'hañ a rin ar stankoù.
evit digeriñ daoulagad an dalled, evit tennañ eus ar prizon ar re zalc'het hag eus an toull-bac'h ar re a zo o chom en deñvalijenn.
Met evidoc'h, c'hwi hag a zouj va anv, e savo heol ar reizhder, hag ar yec'hed a vo en e vannoù. Mont a reot er-maez, hag e lammot evel leueoù ar c'hraou.
ar bobl azezet en deñvalijenn he deus gwelet ur sklêrijenn vras, hag ar sklêrijenn a zo savet war ar re a oa azezet e bro hag e skeud ar marv.
Ha setu ar varnedigezh: ar sklêrijenn a zo deuet er bed hag an dud o deus karet muioc’h an deñvalijenn eget ar sklêrijenn, abalamour ma oa fall o oberoù.
Neuze Jezuz a gomzas c’hoazh dezho hag a lavaras: Me eo sklêrijenn ar bed, an hini a heuilh ac’hanon ne gerzho ket en deñvalijenn, met bez’ en devo sklêrijenn ar vuhez.
Jezuz a lavaras: Me a zo deuet er bed-mañ evit ur varnedigezh, evit ma welo ar re na welont ket, ha ma teuio ar re a wel da vezañ dall.
da zigeriñ o daoulagad ha d’o lakaat da dremen eus an deñvalijenn d’ar sklêrijenn hag eus galloud Satan da Zoue, evit ma resevint ar pardon eus o fec’hedoù hag un hêrezh e-touez ar re a zo santelaet dre ar feiz ennon.
Dre-se eo lavaret: Dihun, te a zo kousket, sav a-douez ar re varv, ha Krist a lugerno warnout.