La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Sant Ian 12:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Na’z pez ket aon, merc’h Sion, setu, da roue a zeu, pignet war ebeul un azenez.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Na pe ket a aoun, merc’h Sion; setu da roue o tond, azezet var eubeul eun azenez.

Ver Capítulo



Sant Ian 12:15
17 Referencias Cruzadas  

Goude-se Absalom a bourvezas kirri ha kezeg; hag en doa hanter-kant den a rede a-raok dezhañ.


Ar roue a lavaras da Ziba: Petra a fell dit ober eus kement-se? Ziba a respontas: An ezen a servijo da jav evit ti ar roue, ar bara hag ar frouezh hañv da zebriñ evit an dud yaouank, hag ar gwin da evañ evit ar re a vo skuizh er gouelec'h.


Ar roue a lavaras dezho: Kemerit ganeoc'h servijerien hoc'h aotrou, lakait Salomon va mab war va mulez, ha diskennit anezhañ da C'hihon.


Na'z pez ket aon, preñvig Jakob, nemorant eus Israel, da sikour a rin, eme an AOTROU, Sant Israel eo da zasprener.


Setu an AOTROU a laka da glevout betek pennoù an douar: Lavarit da verc'h Sion: Setu ma teu da silvidigezh, emañ he gopr ganti, hag hec'h oberenn dirazi.


Ha te, tour an tropell, krec'hienn merc'h Sion, betek ennout e teuio hag ec'h erruo ar vestroniezh kentañ; ar roueelezh a vo da verc'h Jeruzalem.


Bez laouen, merc'h Sion! Laosk kriadennoù a levenez, merc'h Jeruzalem! Setu, da Roue a zeu da'z kavout, reizh ha trec'hus, uvel ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez.


Lavarit da verc’h Sion: Setu, da roue a zeu da’z kavout, leun a zouster ha pignet war un azen, war un azenig, ebeul un azenez.


Jezuz, o vezañ kavet un azenig, a bignas warnañ, hervez ma’z eo skrivet:


Ne vo ket dezhañ un niver bras a gezeg, ha ne zegaso ket ar bobl en-dro d'an Ejipt evit kreskiñ niver ar c’hezeg, rak an AOTROU en deus lavaret deoc'h: Ne zistroit ken dre an hent-se.


Bez' en doe daou-ugent mab ha tregont mab-bihan, a yae war dek azenig ha tri-ugent. Barn a reas Israel eizh vloaz.


C'hwi hag a zo o vont war azenezoù gwenn, c'hwi hag a zo azezet war ballennoù, c'hwi hag a gerzh dre an hentoù, kanit!