Pa glevas ar roue kement-se, e savas droug ennañ hag, o vezañ kaset e soudarded, e lakaas da vervel al lazherien-se hag e tevas o c’hêr.
Sant Ian 11:48 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mar en lezomp d’ober, an holl a gredo ennañ, hag ar Romaned a zeuio hag a zistrujo hol lec’h hag hor broad. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mar lezomp anezhan en he roll, an holl a gredo enhan; hag ar Romaned a zeuio hag a zistrujo al leac’h‐man hag ive hor bro. |
Pa glevas ar roue kement-se, e savas droug ennañ hag, o vezañ kaset e soudarded, e lakaas da vervel al lazherien-se hag e tevas o c’hêr.
Pa welot eta an euzhusted eus ar glac’har, m’en deus komzet ar profed Daniel anezhi, deuet el lec’h santel, ra gompreno an neb a lenn,
Gwalleur deoc’h, doktored al lezenn! Abalamour ma hoc’h eus kemeret alc’houez an anaoudegezh, n’oc’h ket hoc’h-unan aet e-barzh, hag hoc’h eus c’hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.
Ar re a zo a-hed an hent eo ar re en selaou, met an diaoul a zeu hag a zilam ar ger diouzh o c’halon, en aon en ur grediñ na vefent salvet.
Dont a reas da vezañ test, da reiñ testeni d’ar sklêrijenn, evit ma kredje an holl drezañ.
o lavarout: Ha n’hon eus ket difennet start ouzhoc’h kelenn en anv-se? Ha setu, leuniet hoc’h eus Jeruzalem gant ho kelennadurezh hag e fell deoc’h lakaat gwad an den-se da gouezhañ warnomp!