Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Sant Ian 11:48 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

48 Mar lezomp anezhan en he roll, an holl a gredo enhan; hag ar Romaned a zeuio hag a zistrujo al leac’h‐man hag ive hor bro.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

48 Mar en lezomp d’ober, an holl a gredo ennañ, hag ar Romaned a zeuio hag a zistrujo hol lec’h hag hor broad.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 11:48
19 Referencias Cruzadas  

Pa glevaz ar roue kement‐se, e savaz drouk enhan, hag o veza kasset he zoudarded di, e tistrujaz ar vuntrerien‐ze, hag e tevaz ho c’hear.


It eta er c’hroaz‐hentchou, ha pedit d’an eured ar re holl a gavfot.


Pa velot eta el leac’h santel an abomination euz an dezolation, a behini hen deuz komzet ar profet Daniel (ra daolo‐plet an hini a lenno anezhan), neuze, ar re a vezo er Jude,


Hag ar bobl holl a respontaz: Ra gwezo he voad varnomp‐ni, ha var hor bugale!


Malheur deoc’h, doctored euz al lezen, rag, o veza kemeret an alc’houez euz an anaoudegez, n’ed oc’h ket antreet hoc’h‐unan, hag ar re ho doa c’hoant da antren oc’h euz harzet anezhe.


An had eo ger Doue; ar re a receo anezhan a‐hed an hent eo ar re hen selaou; mes an diaoul a zeu, hag a denn ar ger‐ze euz ho c’halonou, gant aoun ne deufent da gredi ha da veza salvet;


Dond a reaz evit beza test, evit renta testeni d’ar sclerijen, evit ma credje an holl dre enhan.


Ha n’hon euz‐ni ket difennet stard ouzoc’h prezeg en hano‐ze? Ha setu hoc’h euz leuniet Jerusalem gant ho toctrin, hag e fell deoc’h lakaad goad an den‐ze da gweza varnomp.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos