Ha mintin mat e savjont hag ez ejont etrezek gouelec'h Tekoa. Hag evel ma'z aent, Jozafad en em zalc'has eno hag a lavaras: Juda ha tud Jeruzalem, selaouit-me! Kredit en AOTROU ho Toue, hag e viot e surentez. Kredit e brofeded, hag e reot berzh.
Sant Ian 11:40 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a lavaras dezhi: Ha ne’m eus ket lavaret dit penaos mar kredez, e weli gloar Doue? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a respontaz dezhi: Ha n’em euz ket lavaret d’id, penaos mar credez, e veli gloar Doue? |
Ha mintin mat e savjont hag ez ejont etrezek gouelec'h Tekoa. Hag evel ma'z aent, Jozafad en em zalc'has eno hag a lavaras: Juda ha tud Jeruzalem, selaouit-me! Kredit en AOTROU ho Toue, hag e viot e surentez. Kredit e brofeded, hag e reot berzh.
O Doue! Te eo va Doue, da glask a ran adalek ar beure, ve ene en deus sec'hed ac'hanout, va c'hig a hirvoud davedout en douar kras-mañ, disec'het hag hep dour,
ha da veure e welot gloar an AOTROU , peogwir en deus klevet ho krozmoloù a-enep an AOTROU . Petra omp-ni, ma c'hrozmolit a-enep deomp?
Abalamour d’ho tiskredoni eo, a lavaras Jezuz dezho. Me a lavar deoc’h e gwirionez, mar ho pije feiz kement hag ur c’hreunenn sezo, e lavarfec’h d’ar menez-se: Kae ac’hann aze, hag ez afe. Netra ne vefe dibosupl deoc’h.
Ar Ger a zo bet graet kig hag en deus chomet en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c’hloar, ur gloar evel hini ar Mab nemetañ deuet eus an Tad.
Pa glevas Jezuz kement-se e lavaras: Ar c’hleñved-se ne gas ket d’ar marv, met evit gloar Doue eo, evit ma resevo Mab Doue gloar a gement-se.
Jezuz a respontas: N’en deus ket pec’het nag e dud kennebeut, met evit ma vo disklêriet oberoù Doue ennañ eo.
Sebeliet omp bet eta gantañ dre ar vadeziant en e varv, evit, evel ma’z eo Krist adsavet a-douez ar re varv dre c’hloar an Tad, ma kerzhimp-ni ivez en hevelep doare e nevezded a vuhez.
Ni holl, dioueliet hon dremm, a zougen evel en ur melezour gloar an Aotrou, hag e teuomp da vezañ heñvel ouzh an hevelep skeudenn eus an eil gloar d’eben gant an Aotrou Spered.
Rak Doue, hag en deus lavaret: Ra sklêrijenno ar gouloù eus an deñvalijenn, a sklêrijenn hor c’halonoù evit lakaat anaoudegezh gloar Doue da lugerniñ war dremm Jezuz-Krist.