N’emañ ket amañ, rak adsavet eo a varv hervez m’en doa lavaret. Deuit ha gwelit al lec’h ma oa gourvezet an Aotrou,
Sant Ian 11:34 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e lavaras: Pelec’h hoc’h eus e lakaet? Int a lavaras dezhañ: Aotrou, deus ha gwel. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Pe leac’h hoc’h euz‐hu hen lekeet? Respont a rejont dezhan: Aotrou, deuz da velet. |
N’emañ ket amañ, rak adsavet eo a varv hervez m’en doa lavaret. Deuit ha gwelit al lec’h ma oa gourvezet an Aotrou,
Eñ a lavaras dezho: Na vezit ket spontet, c’hwi a glask Jezuz a Nazared a zo bet staget ouzh ar groaz. Adsavet eo a varv, n’emañ ket amañ, setu al lec’h m’o doa lakaet anezhañ.
Eñ a lavaras dezho: Deuit ha gwelit. Mont a rejont hag e weljont pelec’h e chome, hag e chomjont gantañ an deiz-se. War-dro an dekvet eur e oa.
Pa welas Jezuz anezhi o ouelañ, hi hag ar Yuzevien a oa deuet ganti, e huanadas en e spered hag e voe trubuilhet.
Neuze e redas hag e teuas da gavout Simon-Pêr hag an diskibl all a oa karet gant Jezuz, hag e lavaras dezho: Tennet o deus an Aotrou eus ar bez, ha n’ouzomp ket pelec’h o deus e lakaet.