Gehazi, o vezañ o diaraoget, a lakaas ar vazh war zremm ar bugel. Met ne voe na mouezh na merk a evezh. Distreiñ a reas da gavout Elizea, hag e kontas kement-se dezhañ o lavarout: Ar bugel n'eo ket dihunet.
Sant Ian 11:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Komz a reas evel-se ha goude e lavaras dezho: Lazar hor mignon a gousk, met mont a ran d’e zihuniñ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Evel‐se e komzaz, ha goude e lavaraz dezhe: Lazar hor mignon a zo kousket; mes me a ia d’hen dihuna. |
Gehazi, o vezañ o diaraoget, a lakaas ar vazh war zremm ar bugel. Met ne voe na mouezh na merk a evezh. Distreiñ a reas da gavout Elizea, hag e kontas kement-se dezhañ o lavarout: Ar bugel n'eo ket dihunet.
Ha n'eo ket te, hon Doue, an hini en deus diberc'hennet tud ar vro-mañ dirak da bobl Israel, hag en deus he roet da viken da lignez Abraham, a gare ac'hanout?
Hag e komze an AOTROU gant Moizez dremm ouzh dremm, evel ma komz un den ouzh e vignon. Neuze Moizez a zistroe d'ar c'hamp. Met e servijer yaouank, Jozue mab Nun, ne guitae ket an deltenn.
Ha kalz eus ar re a zo o kousket e poultr an douar a zihuno, darn evit ar vuhez peurbadus, ha darn evit an dismegañs hag ar vezh peurbadus.
e lavaras dezho: It kuit, rak ar plac’h yaouank n’eo ket marv, met kousket a ra. Hag int a reas goap outañ.
O vezañ aet e-barzh, e lavaras dezho: Perak e rit an drouz-se ha perak e ouelit? Ar bugel n’eo ket marv, met kousket a ra.
Met mar kerzh unan bennak e-pad an noz, e strebot, abalamour n’eus ket a sklêrijenn ennañ.
Ar c’hoarezed eta a gasas da lavarout dezhañ: Aotrou, setu, an hini a garez a zo klañv.
An hini en deus ar wreg eo an ozhac’h. Met mignon an ozhac’h, a zo eno hag en selaou, a zo laouen bras pa glev mouezh an ozhac’h, hag al levenez-se a zo va hini ha peurvat eo.
O vezañ daoulinet, e krias gant ur vouezh kreñv: Aotrou, na laka ket ar pec’hed-mañ warno! O vezañ lavaret kement-se, e chomas kousket.
Dihunit hervez ar reizhder ha na bec’hit ket, rak bez’ ez eus darn hep anaoudegezh Doue, lavarout a ran kement-se evit ho mezh.
Dre-se eo lavaret: Dihun, te a zo kousket, sav a-douez ar re varv, ha Krist a lugerno warnout.
An AOTROU a lavaras da Voizez: Setu, emaout o vont da gousket gant da dadoù. Ar bobl-mañ a savo hag en em roio d'ar gasterezh gant doueoù estren ar vro e-lec'h ma'z eont e-barzh, hag e tilezint ac'hanon hag e torrint va emglev am eus graet ganto.
eñ hag a zo bet marvet evidomp, evit, pe e veilhimp pe e kouskimp, ma vevimp asambles gantañ.
Evel-se ar pezh a lavar ar Skritur a voe peurc’hraet: Abraham a gredas Doue ha kement-se a voe kontet dezhañ da reizhder. Hag e voe anvet mignon Doue.