Sant Ian 1:48 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Natanael a lavaras dezhañ: A-belec’h ec’h anavezez ac’hanon? Jezuz a respontas dezhañ: A-raok ma c’halvas Filip ac’hanout, pa oas dindan ar wezenn-fiez, da welet em eus. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Nathanael a lavaraz dezhan: A be leac’h ec’h anavezez‐te ac’hanoun? Jesus a respontaz dezhan: Araog ma oaz bet galvet gant Philip, pa oaz dindan ar vezen‐fiez, e velen ac’hanoud. |
Filip, ha Bartolome; Tomaz, ha Mazhev ar publikan; Jakez mab Alfe, ha Lebbe lesanvet Tadde;
Met pa bedez, kae ez kambr, hag, o vezañ serret an nor, ped da Dad a zo e-kuzh, ha da Dad hag a wel e-kuzh, en rento dit dirak an holl.
Dont a rejont da gavout Filip eus Betsaida e Galilea hag e c’houlennjont dioutañ: Aotrou, ni a garfe gwelout Jezuz.
ha dre ma n’en doa ket ezhomm e vije roet testeni gant unan bennak diwar-benn un den, rak anavezout a rae ar pezh a oa en den.
Jezuz eta, o vezañ savet e zaoulagad, hag o welout ul lod bras a dud o tont d’e gavout, a lavaras da Filip: Pelec’h e prenimp bara evit m’o devo an dud-mañ da zebriñ?
Filip a respontas dezhañ: Daou c’hant diner a vara ne vefe ket a-walc’h evit reiñ un tammig da bep hini.
hag evel-se traoù kuzhet e galon a vo disklêriet hag, o kouezhañ d’an douar, ec’h azeulo Doue hag ec’h embanno emañ e gwirionez Doue en ho touez.
Dre-se na varnit netra a-raok an amzer, betek ma teuio an Aotrou, a lakaio da vezañ sklaer an traoù kuzhet en deñvalijenn hag a ziskulio soñjoù ar c’halonoù. Neuze Doue a roio da bep hini e veuleudi.