Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 1:48 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

48 Nathanael a lavaraz dezhan: A be leac’h ec’h anavezez‐te ac’hanoun? Jesus a respontaz dezhan: Araog ma oaz bet galvet gant Philip, pa oaz dindan ar vezen‐fiez, e velen ac’hanoud.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

48 Natanael a lavaras dezhañ: A-belec’h ec’h anavezez ac’hanon? Jezuz a respontas dezhañ: A-raok ma c’halvas Filip ac’hanout, pa oas dindan ar wezenn-fiez, da welet em eus.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 1:48
14 Referencias Cruzadas  

Philip, ha Bartelemi; Tomas, ha Maze ar publican; Jakes, mab Alfe, ha Lebbe, les‐hanvet Tadde;


Mes te, pa bedez, antren en da gambr, hag o veza serret an nor, ped da Dad pehini a zo el leac’h secret‐se; ha da Dad pehini a vel er secret, hen rento d’id dirag an holl.


Hogen, Philip a oa euz a Vethsaida, kear Andre ha Per.


Ar re‐man a zeuaz da gavout Philip, hag a oa euz a Vethsaïda en Galile; hag e pedjont anezhan, en eur lavaret: Aotrou, ni a garfe gwelet Jesus.


Philip a lavaraz dezhan: Aotrou, diskouez deomp an Tad, ha kement‐se a vezo awalc’h deomp.


ha n’hen doa ket ezom e vije rentet dezhan testeni divarben an den, rag he‐unan e ouie petra a oa ebarz an den.


Jesus eta, o veza savet he zaou‐lagad, hag o velet ar bobl vraz a zeue d’hen kavoud, a lavaraz da Philip: A be leac’h e prenimp‐ni bara, evit m’ho devezo an dud‐man da zebri?


Philip a respontaz dezhan: Daou c’hant dinerad bara na vez ket awalc’h evit rei eun tam da bep hini anezhe.


hag evel‐se an traou kuzet euz he galon a vezo dizoloet, hag o kweza evel‐se d’an douar, e teuio da adori Doue, ha da ziscleria dre‐holl ema Doue en ho touez en gwirionez.


Rag‐se na varnit netra araog ma vez deuet an amzer, ken a zeuio an Aotrou pehini a lakai da veza sclear an traou a oa kuzet en devalijen, hag a lako dirag daoulagad an holl ar c’huzuliou kuzet euz ar c’halonou; ha neuze pep hini hen devezo he veuleudi digant Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos