Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 1:49 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

49 Nathanael a respontaz dezhan: Mestr, te eo Mab Doue, te eo roue Israel.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

49 Natanael a respontas dezhañ: Mestr, te eo Mab Doue, te eo roue Israel.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 1:49
31 Referencias Cruzadas  

Neuze ar re a oa er vag a dostaaz, hag a adoraz anezhan, o lavaret: E gwirionez, te eo Mab Doue.


setu e teuaz majed euz ar Zao‐heol da Jerusalem, en eur lavaret: Pe leac’h eman an hini a zo ganet da roue d’ar Judevien? rag gwelet hon euz he stereden er Zao‐heol, hag ez omp deuet d’hen adori.


Livirit da verc’h Sion: Setu aman da roue, o tond d’az kavout, leun a zouzter, hag azezet var eun azen, var eubeul an hini a zoug ar yeo.


ha beza saludet er plasennou public, ha beza galvet gant an dud: Mestr, mestr.


Mes c’houi, ne lakit ket gervel ac’hanoc’h, Mestr; rag unan hep‐ken eo ho mestr, ar C’hrist; ha c’houi holl a zo breudeur.


Hogen, Jesus a zeuaz dirag ar gouarner, hag ar gouarner a c’houlennaz diganthan, en eur lavaret: Ha te eo roue ar Judevien? Ha Jesus a lavaraz dezhan: Hen lavaret a rez.


Ar re all hen deuz saveteet, ha na hell ket en em zavetei he‐unan. Mar d’eo roue Israel, ra ziskenno eta breman euz ar groaz, ha ni a gredo enhan.


Hag an tentatour, o veza tosteat outhan, a lavaraz: Mar d’oud Mab Doue, lavar ma teui ar vein‐ze da veza bara.


Ra ziskenno eta breman euz ar groaz ar C’hrist, roue Israel, ma velimp ha ma credimp. Hag ar re a oa crucifiet ganthan, a zrouk‐komze ive outhan.


Hag an eal a respontaz dezhi: Ar Spered‐Santel a zeui varnoud, ha nerz an Holl‐C’halloudec a c’holoio ac’hanoud gant he skeud; dre‐ze ar bugel santel a vezo ganet ac’hanoud, a vezo galvet Mab Doue.


Hag e lavarent: Ra vezo benniget ar Roue a zeu en hano an Aotrou! Peoc’h en env, ha gloar en huella euz an envou!


Den e‐bed n’hen deuz biskoas gwelet Doue; ar Mab unic, pehini a zo en askre an Tad, eo an hini hen deuz hen roet da anaoud.


Hag em euz gwelet, hag em euz testeniet eo hennes Mab Doue.


Jesus, o veza distroet, hag o velet ec’h heullient anezhan, a lavaraz dezhe: Petra a glaskit‐hu? Ar re‐man a respontaz: Rabbi, (da lavaret eo, mestr,) peleac’h emoud o choum?


Jesus, a respontaz dezhan: Credi a rez, abalamour ma em euz lavaret d’id em boa da velet dindan ar vezen‐fiez; gwelet a ri traou brassoc’h eged ar re‐man.


Neuze Pilat a lavaraz dezhan: Roue oud eta? Jesus a respontaz: Te hen lavar; roue oun, evit an dra‐ze eo ez oun ganet, ha deuet oun er bed evit renta testeni d’ar wirionez. Kement hini a zo euz ar wirionez a zelaou va mouez.


Koulskoude, he ziskibien ouz he bedi, a lavare dezhan: Mestr, debr eta.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos