Galated 5:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak evidomp, dre ar Spered, e c’hortozomp eus ar feiz esperañs ar reizhder. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag, evidomp‐ni a zo, dre ar Spered, en gortoz euz an esperans da veza justifiet dre ar feiz. |
Gortozet em eus an AOTROU, va ene en deus e c'hortozet, hag em eus lakaet va esperañs en e gomz.
A-dra-sur, hini eus ar re a zo en gortoz ac'hanout ne vo mezhek. Ar re-se a vo mezhek, ar re a ra gant fallentez hep abeg.
Gra din kerzhout en da wirionez ha va desk, rak te eo Doue va dieubidigezh, ha bemdez emaon en gortoz ac'hanout.
Ne reont nemet irienniñ evit e lakaat da gouezhañ eus e uhelenn. En em blijout a reont er gaou. Gant o genoù e vennigont, met gant o c'halon e villigont. Ehan
hag, evel m’en deus ar pec’hed renet er marv, e reno ar c’hras ivez dre ar reizhder evit reiñ ar vuhez peurbadus dre Jezuz-Krist hon Aotrou.
en hevelep doare ma ne vank donezon ebet deoc’h-c’hwi hag a c’hortoz emziskouez hon Aotrou Jezuz-Krist.
ha ma vin kavet ennañ, o kaout nann va reizhder a zeufe eus al lezenn, met an hini a zeu dre ar feiz e Krist, ar reizhder a zeu eus Doue dre ar feiz.
hag evit gortoz eus an neñv e Vab en deus adsavet a varv, Jezuz, an hini a zieub ac’hanomp eus ar gounnar da zont.
Diwar vremañ ar gurunenn a reizhder a zo lakaet evidon a-du; an Aotrou, ar barner reizh, a roio anezhi din en deiz-se, ha nann hepken din-me met ivez d’ar re holl o devo karet e zonedigezh.
o c’hortoz an esperañs benniget hag emziskouez gloar hon Doue bras ha Salver Jezuz-Krist,