Ha me, me am eus lavaret: Penaos e lakain ac'hanout e-touez va mibien, hag e roin dit ur vro a zudioù, gwellañ hêrezh armeoù ar broadoù? Hag em eus lavaret: Va gervel a ri: Va zad! Ha ne zistroi ket diouzhin.
Galated 4:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha dre ma’z oc’h mibien, Doue en deus kaset en ho kalonoù Spered e Vab o krial: Abba! Tad! Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag, abalamour ma’z oc’h bugale, Doue hen deuz digasset Spered he Vab en ho calonou, hag ar Spered‐se a gri: Abba, O Tad! |
Ha me, me am eus lavaret: Penaos e lakain ac'hanout e-touez va mibien, hag e roin dit ur vro a zudioù, gwellañ hêrezh armeoù ar broadoù? Hag em eus lavaret: Va gervel a ri: Va zad! Ha ne zistroi ket diouzhin.
Hag e lavare: Abba, Tad, an holl draoù a c’hellez, pella an hanaf-se diouzhin! Koulskoude, n’eo ket evel ma fell din, met evel ma fell dit.
Mar gouzoc’h eta, ha c’hwi fall, reiñ traoù mat d’ho pugale, pegement muioc’h an Tad a zo en neñv a roio ar Spered-Santel d’ar re en goulenn digantañ!
Hag e lavaras dezho: Pa bedit, lavarit: Hon Tad hag a zo en neñv, ra vo santelaet da anv, ra zeuio da rouantelezh, ra vo graet da volontez war an douar evel en neñv,
Met pa vo deuet ar Frealzer a zegasin deoc’h a-berzh an Tad, ar Spered a wirionez a zeu eus an Tad, eñ a roio testeni ac’hanon.
Koulskoude e lavaran deoc’h ar wirionez, talvoudek eo deoc’h ez afen kuit, rak ma ne d-an ket kuit, ar Frealzer ne zeuio ket d’ho kavout. Met mar d-an kuit, e kasin anezhañ deoc’h.
rak an hini en deus Doue kaset a lavar komzoù Doue, rak Doue ne ro ket dezhañ ar Spered dre vuzul.
Met e lavaras kement-se eus ar Spered a dlee resev ar re a gredje ennañ, rak ar Spered-Santel ne oa ket bet c’hoazh roet, abalamour ma ne oa ket bet c’hoazh savet Jezuz en e c’hloar.
O vezañ deuet tost da v-Misia, en em lakajont da vont e Bitinia, met ar Spered n’o lezas ket da vont.
Hag an esperañs ne drompl ket, rak karantez Doue a zo bet skuilhet en hor c’halonoù gant ar Spered-Santel a zo bet roet deomp.
Met n’emaoc’h ket er c’hig met er spered, gant ma chom Spered Doue ennoc’h. Ma ez eus unan bennak ha n’en deus ket Spered Krist, hennezh n’eo ket dezhañ.
hervez ma’z eo skrivet: An den kentañ, Adam, a zo deuet da vezañ un ene bev, met an Adam diwezhañ, ur Spered a ro buhez.
Rak an Aotrou eo ar Spered, hag e-lec’h ma’z emañ Spered an Aotrou, eno emañ al librentez.
Ennañ emaoc’h ivez, o vezañ klevet ger ar wirionez, an Aviel eus ho silvidigezh, hag o vezañ kredet ennañ, oc’h bet siellet gant ar Spered-Santel a oa bet prometet,
o pediñ e pep amzer dre bep seurt pedennoù hag aspedennoù dre ar Spered, o veilhañ war gement-se gant dalc’husted hag o pediñ evit an holl sent,
Rak gouzout a ran e troio kement-se da’m silvidigezh dre ho pedennoù ha dre sikour Spered Jezuz-Krist,
An hini eta a zispriz kement-se ne zispriz ket un den met Doue, eñ hag en deus roet ivez deomp e Spered-Santel.
o klask anavezout e peseurt amzer hag e peseurt degouezhioù e c’hoarvezfe ar pezh a ziskoueze Spered Krist a oa enno, eñ hag a destenie diagent poanioù Krist hag ar gloar a heuilhfe anezho.
Met c’hwi, re garet-mat, en em savit hoc’h-unan war ho feiz santel-meurbet ha pedit dre ar Spered-Santel,
Me a gouezhas d’e dreid evit e azeuliñ, met eñ a lavaras din: Diwall d’ober kement-se. Me eo da genseurt er servij hag hini da vreudeur o deus testeni Jezuz. Azeul Doue, rak testeni Jezuz eo ar spered a brofediezh.