Kae ha youc'h ouzh divskouarn Jeruzalem, o lavarout: Evel-henn e komz an AOTROU: Soñj am eus ac'hanout, eus hegarated da yaouankiz, eus karantez da zimeziñ, pa zeues war va lerc'h er gouelec'h, en un douar na veze ket hadet.
a lavar d'ar c'hoad: Te eo va zad, ha d'ar maen: Va ganet ec'h eus. Troet o deus o c'hein ouzhin ha nann o dremm, hag en amzer o gwalleur e lavaront: Sav ha savete ac'hanomp!
Ha me, me am eus lavaret: Penaos e lakain ac'hanout e-touez va mibien, hag e roin dit ur vro a zudioù, gwellañ hêrezh armeoù ar broadoù? Hag em eus lavaret: Va gervel a ri: Va zad! Ha ne zistroi ket diouzhin.
Dont a raint gant daeroù hag o renin e-kreiz aspedennoù, o c'has a rin d'an doureier-red, dre un hent eeun e-lec'h na gouezhint ket. Me a zo un tad evit Israel, hag Efraim eo va c'hentañ-ganet.
Hag ac'hane e roin dezhi he gwiniennoù ha traonienn Akor, evel un nor a esperañs. Hag e kano eno, evel da zeizioù he yaouankiz, evel en deiz ma pignas eus bro Ejipt.
Ur mab a enor e dad, hag ur servijer a enor e vestr. Mard on tad, pelec'h emañ an enor a zo din? Mard on mestr, pelec'h emañ an aon a zo dirazon? eme AOTROU an armeoù deoc'h-c'hwi, aberzhourien a zispriz va anv, hag a lavar: E petra hon eus disprizet da anv?
Hag e lavarit: Perak? Dre ma'z eo bet an AOTROU test etrezout ha gwreg da yaouankiz, an hini ma'z out bet disleal en he c'heñver, petra bennak ma'z eo da genseurtez ha gwreg da emglev.