Galated 1:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned dezhañ ra vo ar gloar e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) da behini ar gloar en holl amzeriou! Amen. |
Benniget ra vo da viken e anv glorius, ra vo an douar holl leuniet gant e c'hloar! Amen! Amen!
Meulit eta an AOTROU e sklêrijenn ar flammoù, hag anv an AOTROU Doue Israel en inizi ar mor.
hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc’hemennet deoc’h. Ha setu, emaon ganeoc’h bemdez betek fin ar bed. Amen.
ha n’hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug, rak dit eo ar ren, ar galloud hag ar gloar da viken. Amen.
Gloar da Zoue el lec’hioù uhel meurbet! Peoc’h war an douar, bolontez vat e-keñver an dud!
Rak an holl draoù a zo anezhañ ha drezañ hag evitañ. Dezhañ ra vo ar gloar da viken! Amen.
Dre-se, mar lakaan va breur da strebotiñ dre ar pezh a zebran, ne zebrin biken a gig, evit chom hep lakaat va breur da strebotiñ.
Da Roue ar c’hantvedoù, divarvel, diwelus, da Zoue fur hepken, ra vo enor ha gloar e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.
An Aotrou am dieubo eus pep ober drouk hag a saveteo ac’hanon evit e rouantelezh neñvel. Dezhañ ra vo ar gloar e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.
a rento ac’hanoc’h peurc’hraet e pep ober mat, evit ma reot e volontez, oc’h ober e-unan ennoc’h ar pezh a gav mat, dre Jezuz-Krist, ra vo ar gloar dezhañ e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.
Met kreskit e gras hag en anaoudegezh hon Aotrou ha Salver Jezuz-Krist. Dezhañ ra vo ar gloar, bremañ hag evit ar beurbadelezh! Amen.
da Zoue hor Salver emañ ennañ hepken ar furnez, ra vo gloar, meurdez, nerzh ha galloud, bremañ hag evit ar beurbadelezh! Amen.
Gant ur vouezh kreñv e lavare: Doujit Doue ha roit gloar dezhañ, rak eur e varnedigezh a zo deuet; azeulit an hini en deus graet an neñv, an douar, ar mor ha mammennoù an doureier.
Lavarout a raent gant ur vouezh kreñv: Dellezek eo an Oan a zo bet lakaet d’ar marv da resev galloud, pinvidigezh, furnez, nerzh, enor, gloar ha meuleudi.
o lavarout: Amen! Ar veuleudi, ar gloar, ar furnez, ar c’hras, an enor, ar galloud, an nerzh, ra vint d’hon Doue e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.