Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 11:36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

36 Rak an holl draoù a zo anezhañ ha drezañ hag evitañ. Dezhañ ra vo ar gloar da viken! Amen.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

36 Rag an holl draou a zo diganthan, ha dreizhan, hag evithan: Dezhan ar gloar da viken! Amen!

Ver Capítulo Copiar




Romaned 11:36
40 Referencias Cruzadas  

N'eo ket deomp-ni, AOTROU, n'eo ket deomp-ni, met da'z anv ro gloar, abalamour da'z madelezh, abalamour da'z kwirionez.


An neñvoù a zo bet graet dre gomz an AOTROU, hag o holl arme dre c'hwezh e c'henoù.


An AOTROU en deus graet an holl draoù evel ur respont, an hini drouk zoken evit deiz ar glac'har.


Ra vo roet gloar d'an AOTROU, ha ra vo embannet e veuleudi en enezi!


Pegen bras eo e sinoù, ha galloudus e vurzhudoù! E ren a zo ur ren peurbadus, e c'halloud a gendalc'ho a oad da oad.


Met e diwezh an deizioù-se, me Nebukadnezar a savas va daoulagad war-zu an neñv, va skiant-vat a zistroas din, hag e vennigis an Uhel-Meurbet, hag e veulis anezhañ, ha rois gloar d'an Hini a vev da viken hag a zo e riegezh ur riegezh peurbadus, hag a bad e rouantelezh a oad da oad.


ha n’hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug, rak dit eo ar ren, ar galloud hag ar gloar da viken. Amen.


Hag e lavarent: Benniget ra vo ar Roue a zeu en anv an Aotrou! Peoc’h en neñv ha gloar el lec’hioù uhel meurbet!


Gloar da Zoue el lec’hioù uhel meurbet! Peoc’h war an douar, bolontez vat e-keñver an dud!


Rak ennañ eo hon eus ar vuhez, ar fiñv hag ar boud, evel m’o deus lavaret ivez hiniennoù eus ho parzhed: Rak anezhañ omp ivez al lignez.


da Zoue, an hini fur nemetañ, ra vo ar gloar en holl gantvedoù dre Jezuz-Krist! Amen.


Rak, evel ma’z eo bet tennet ar wreg eus an den, an den ivez a vez ganet dre ar wreg, ha pep tra a zeu eus Doue.


koulskoude ni n’hon eus nemet un Doue hepken, an Tad, e teu an holl draoù dioutañ hag ez omp-ni evitañ, hag un Aotrou hepken, Jezuz-Krist, a zo an holl draoù drezañ hag emaomp-ni drezañ.


dezhañ ra vo ar gloar e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


dezhañ ra vo ar gloar e-barzh an Iliz ha dre Jezuz-Krist, en holl oadoù, evit kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


Da Zoue hon Tad ra vo ar gloar e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


Da Roue ar c’hantvedoù, divarvel, diwelus, da Zoue fur hepken, ra vo enor ha gloar e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


an hini a zo dezhañ hepken an divarvelezh, a chom en ur sklêrijenn dreistdiraez, ne wel ket den ha ne c’hell ket den gwelout, a zo dezhañ an enor hag ar galloud peurbadus! Amen.


An Aotrou am dieubo eus pep ober drouk hag a saveteo ac’hanon evit e rouantelezh neñvel. Dezhañ ra vo ar gloar e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


a rento ac’hanoc’h peurc’hraet e pep ober mat, evit ma reot e volontez, oc’h ober e-unan ennoc’h ar pezh a gav mat, dre Jezuz-Krist, ra vo ar gloar dezhañ e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


A-dra-sur, e oa dereat penaos an hini emañ an holl draoù evitañ ha drezañ, o fellout dezhañ degas d’ar gloar meur a vibien, a lakaje da vezañ peurvat dre boanioù Priñs o silvidigezh.


Mar komz unan bennak, ra gomzo hervez gerioù Doue. Mar gra unan bennak ur servij, ra raio anezhañ hervez an nerzh en deus Doue roet dezhañ, evit ma vo en holl draoù roet gloar da Zoue dre Jezuz-Krist, a zo dezhañ ar gloar hag ar galloud e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


Dezhañ ra vo ar gloar hag ar galloud e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


Met kreskit e gras hag en anaoudegezh hon Aotrou ha Salver Jezuz-Krist. Dezhañ ra vo ar gloar, bremañ hag evit ar beurbadelezh! Amen.


da Zoue hor Salver emañ ennañ hepken ar furnez, ra vo gloar, meurdez, nerzh ha galloud, bremañ hag evit ar beurbadelezh! Amen.


Goude-se, e klevis en neñv evel ur vouezh kreñv o tont eus ur vandenn vras, a lavare: Allelouia! Ar silvidigezh, ar gloar, an enor hag ar galloud d’an Aotrou hon Doue,


Lavarout a reas din: Graet eo. Me eo an Alfa hag an Omega, ar penn-kentañ hag an diwezh. D’an hini en deus sec’hed, e roin evit netra eus mammenn an dour a vuhez.


Gant ur vouezh kreñv e krient o lavarout: Ar silvidigezh a zo d’hon Doue a zo azezet war an tron ha d’an Oan.


o lavarout: Amen! Ar veuleudi, ar gloar, ar furnez, ar c’hras, an enor, ar galloud, an nerzh, ra vint d’hon Doue e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos