N'eus strobinell ebet a-enep Jakob, na achantouriezh ebet a-enep Israel. Prest e vo lavaret diwar-benn Jakob ha diwar-benn Israel: Petra en deus graet Doue!
Galated 1:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha e roent gloar da Zoue abalamour din. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) hag e c’hlorifient Doue abalamour d’in. |
N'eus strobinell ebet a-enep Jakob, na achantouriezh ebet a-enep Israel. Prest e vo lavaret diwar-benn Jakob ha diwar-benn Israel: Petra en deus graet Doue!
Ar bobl, o vezañ gwelet kement-se, a voe souezhet hag a roas gloar da Zoue dre m’en doa roet un hevelep galloud d’an dud.
Kerkent e savas hag, o vezañ kemeret e wele, ez eas er-maez dirak an holl, en hevelep doare ma oant holl souezhet ha ma roent gloar da Zoue, o lavarout: Biskoazh n’hon eus gwelet kemend-all.
Me a lavar deoc’h, ez eus evel-se levenez dirak aeled Doue evit ur pec’her hepken hag en deus keuz.
Met ret mat e oa en em sederaat hag en em laouenaat, rak ar breur-mañ dit a oa marv hag eo distroet d’ar vuhez, kollet e oa hag eo adkavet.
Gloar da Zoue el lec’hioù uhel meurbet! Peoc’h war an douar, bolontez vat e-keñver an dud!
Ar spont a grogas enno holl hag e rojont gloar da Zoue, en ur lavarout: Ur profed bras a zo savet en hon touez ha Doue en deus gweladennet e bobl.
O vezañ klevet an traoù-se, e sioulajont hag e rojont gloar da Zoue, o lavarout: Doue en deus eta roet ivez d’ar baganed ar geuzidigezh, evit m’o devo ar vuhez.
Reiñ a raint eta gloar da Zoue evit ar sentidigezh a ziskouezoc’h e-keñver Aviel Krist dre brouenn ar sikour-se hag evit gwirionded ho tonezon en o c’heñver hag e-keñver an holl.
pa zeuio en deiz-se evit resev gloar en e sent hag evit bezañ gwelet gant boem e-touez ar re holl o devo kredet, rak kredet hoc’h eus d’an testeni hon eus douget deoc’h.
ha ma vo roet gloar da anv hon Aotrou Jezuz-Krist ennoc’h ha deoc’h ennañ, hervez gras hon Doue hag an Aotrou Jezuz-Krist.