Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Galated 2:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Pevarzek vloaz goude, e pignis a-nevez da Jeruzalem gant Barnabaz hag e kemeris ivez Tit ganin.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Pevarzec vloaz goude, e saviz adare da Jerusalem gant Barnabas, hag e kemeriz ive Titus ganen.

Ver Capítulo Copiar




Galated 2:1
20 Referencias Cruzadas  

Neuze Barnabaz a yeas da Dars da gerc’hat Saol


Hag e rejont kement-se, o kas anezhañ d’an henaourien, dre zaouarn Barnabaz ha Saol.


Barnabaz ha Saol, goude bezañ peurechuet o c’harg, a zistroas eus Jeruzalem, o vezañ ivez kemeret ganto Yann lesanvet Mark.


E-pad ma oant o servijañ an Aotrou hag o yunañ, ar Spered-Santel a lavaras: Lakait a-du evidon Barnabaz ha Saol evit al labour am eus o galvet da gas da benn.


Met ar Yuzevien a atizas ar gwragez devot a renk uhel hag ar pennoù eus kêr. Sevel a rejont un heskinadeg a-enep Paol ha Barnabaz hag o c’hasjont kuit eus o bro.


Hag e c’halvjont Barnabaz Yaou ha Paol Merc’her, abalamour ma oa hemañ a zouge ar gomz.


ni hon eus kavet mat, holl asambles, dibab tud hag o c’has deoc’h gant hor re garet-mat Barnabaz ha Paol,


Pe daoust ha n’eus nemedon ha Barnabaz ha n’o defe ket ar gwir da chom hep labourat?


ne’m eus ket bet va spered en diskuizh, abalamour ne’m boa ket kavet va breur Tit. O vezañ kimiadet diouto, on aet e Makedonia.


Grasoù ra vo rentet da Zoue rak lakaet en deus an hevelep gred evidoc’h e kalon Tit,


Evel-se diwar-benn Tit, ez eo va c’henseurt ha va c’henlabourer en ho kounid; diwar-benn hor breudeur, ez int ar re gaset gant an Ilizoù ha gloar Krist.


Tri bloavezh goude, e pignis da Jeruzalem da welout Pêr hag e chomis gantañ pemzek devezh,


Hag asambles gantañ ar Yuzevien all a heulias e bilpouzerezh, en hevelep doare ma voe sachet Barnabaz zoken en o filpouzerezh.


Ha Tit e-unan, hag a oa ganin, ne voe ket rediet da vezañ amdroc’het, petra bennak ma oa Gresian.


ha pa anavezjont ar c’hras a oa bet roet din, Jakez, Kefaz ha Yann, int hag a zo sellet evel kolonennoù, a roas din ha da Varnabaz an dorn a gevredigezh, evit ma’z ajemp, ni etrezek ar baganed, int etrezek an amdroc’hidi.


Aristark, va c’henbrizoniad, a salud ac’hanoc’h, kenkoulz ha Mark kenderv Barnabaz, hoc’h eus resevet urzhioù diwar e benn: Mar d-a d’ho kavout, degemerit anezhañ.


da Dit, va gwir vab en hor feiz kumun: Ar c’hras, an drugarez hag ar peoc’h ra vo roet dit a-berzh Doue an Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist hor Salver!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos