Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Galated 2:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

1 Pevarzec vloaz goude, e saviz adare da Jerusalem gant Barnabas, hag e kemeriz ive Titus ganen.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 Pevarzek vloaz goude, e pignis a-nevez da Jeruzalem gant Barnabaz hag e kemeris ivez Tit ganin.

Ver Capítulo Copiar




Galated 2:1
20 Referencias Cruzadas  

Neuze Barnabas a ieaz da Dars, da glask Saul;


Hag e rejont ive kement‐se, o kas ho aluzen d’ar re Ancien dre zaouarn Barnabas ha Saul.


Ha Barnabas ha Saul, goude beza peur‐achuet ho c’harg, a zistroaz euz a Jerusalem, o veza kemeret ive ganthe Ian, les‐hanvet Marc.


E‐pad ma oant oc’h ober servich an Aotrou, ha ma iunent, ar Spered‐Santel a lavaraz dezhe: Dibabit d’in Barnabas ha Saul, evit an œuvr da behini em euz ho galvet.


Mes ar Judevien a lakeaz drouk en eun toullad merc’hed devot, tud a galite, hag er re genta euz a gear, hag e savjont eur bersecution a‐enep Paol ha Barnabas, hag e kasjont anezhe er meaz euz ho bro.


Hag e c’hanvet Barnabas, Jupiter, ha Paol, Mercurius, abalamour ma oa he‐man a zouge ar gomz.


ni hon euz kavet mad, holl assambles, choaz tud hag ho c’has deoc’h gant hor breudeur muia‐karet Barnabas ha Paol,


Pe c’hoas, daoust ha n’euz nemed me ha Barnabas, ha n’ho defe urz e‐bed da choum hep labourat?


na gaviz ket a repos em spered, abalamour ne gaviz ket eno Titus, va breur; rag‐se, goude beza kimiadet ouz ar breudeur, e teuiz d’ar Macedonia.


Hogen, ra vezo rentet grasou da Zoue, pehini hen deuz lakeat e calon Titus ar memeus sourci evidoc’h;


Evel‐se, evit ar pez a zell Titus, hennes a zo compagnon d’in, ha labourat a ra assambles ganen evidoc’h; hag evit ar pez a zell hor breudeur, ar re‐man a zo kannaded an Ilizou, ha gloar ar C’hrist.


Neuze, a‐ben tri bloaz, e saviz da Jerusalem, da velet Per; hag e choumiz ganthan pemzec dervez;


Hag ar Judevien all a zissimulaz assambles ganthan, en hevelep doare ma oe Barnabas heunan gounezet ganthe da heuil ho hipocrizi.


Ha Titus he‐unan pehini a oa ganen, ne rankaz ket lakaad he circoncisa, petra‐benag ma oa Grek.


pa anavezaz Jakes, Cephas ha Ian, pere a zo kemeret evel pilierou, ar c’hras a oa bet roet d’in, e rojont d’in ha da Varnabas an dorn a gompagnunez evit m’az ajemp, ni etrezeg ar Jentiled, hag int etrezeg ar re circonciset.


Aristark, va c’hen‐brizonier, a zalud ac’hanoc’h, ha Marc ive, kinderv da Varnabas, divarben pehini hoc’h euz recevet urzou; (mar d’a d’ho kavoud, digemerit anezhan).


da Ditus, va gwir vab hervez ar feiz commun etrezomp: Gras, trugarez ha peoc’h a‐berz Doue an Tad, hag an Aotrou Jesus‐Christ hor Zalver!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos