Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Galated 2:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 Hogen, dre eur revelation eo e saviz di, hag e roiz da anaoud, dreist holl d’ar re a zo ar muia istimet, an Aviel a brezegan etouez ar Jentiled; gant aoun da redec pe da veza redet en vên.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Mont a ris di hervez un diskuliadur, hag e tisklêris dirazo an Aviel a brezegen e-touez ar baganed, hag e tisklêris anezhañ dreist-holl d’ar re a zo evel kolonennoù, gant aon da redek pe da vezañ redek en aner.

Ver Capítulo Copiar




Galated 2:2
26 Referencias Cruzadas  

Setu, e kassan ac’hanoc’h evel denved e‐kreiz ar bleizi; bezit eta prudant evel an aered, ha dizroug evel koulmed.


Neuze an assamble holl a davaz, hag e selaouent Barnabas ha Paol, pere a gonte pebeuz miraclou ha burzudou hen doa great Doue dreizhe, e‐touez ar Jentiled.


Eur gontestation hag eun disput vraz o veza eta savet etre Paol ha Barnabas hag ar re‐man, e oe decidet e pignje Paol ha Barnabas, hag hinienou all euz ho zouez, da Jerusalem, da gavout an ebestel hag ar re ancien divarben ar gestion‐ze.


Pa oent erruet en Jerusalem, e oent digemeret gant an Iliz, ha gant an ebestel hag ar re ancien, hag e contjont an holl draou hen doa Doue great dreizhe.


Hag an Aotrou, dre eur vizion, en noz, a lavaraz da Baol: N’az pe ket a aoun; mes komz, ha na dav ket;


An noz varlerc’h, an Aotrou en em brezantaz da Baol, hag a lavaraz dezhan: Paol, kemer courach; rag, evel ma ec’h euz roet testeni ac’hanoun en Jerusalem, evel‐se eo red ive e rofez testeni e Rom.


Mes eur Farizian, hanvet Gamaliel, eun doctor euz al lezen, henoret gant an holl bobl, a zavaz er Sanhedrin, hag a c’hourc’hemenaz lakaad an ebestel er meaz, evit eur pennadic.


Kement‐se ne deu ket eta euz a volontez an den, nag euz an hini a red; mes euz a Zoue pehini a ra trugarez.


ni a brezeg ar C’hrist crucifiet, scandal evit ar Judevien ha follentez evit ar Greked;


Rag n’em euz klasket anaoud tra e‐bed en ho touez, nemed Jesus‐Christ, ha Jesus‐Christ crucifiet.


Ha na ouzoc’h‐hu ket penaos, pa vezer o redec en eur redadec, an holl a red, mes unan hep‐ken a receo ar priz? Redit en hevelep feçon ma c’hounezfot ar priz.


Redec a ran eta, n’e ket en avantur; skei a ran, mes n’eo ket taoliou goullo;


Adra‐zur na zere ket ouzin en em veuli, rag dond a rafen da gomz euz a vizionou hag a revelationou a‐berz an Aotrou.


rag n’em euz ket he recevet nag he disket digant eun den, mes dre eur revelation a‐berz Jesus‐Christ.


diskouez he Vab enoun, evit ma prezegjen anezhan e‐touez ar Jentiled; kerkent em euz hen great, heb selaou nag ar c’hig nag ar goad,


Souezet oun o velet ac’hanoc’h, goude beza dilezet an hini hen doa ho kalvet d’ar c’hras a Jesus‐Christ, o vond ker buhan da eun aviel all;


Evit ar pez a zell ar re a zo countet evit beza eun dra‐benag, (n’euz fors d’in petra int bet gwech‐all, rag Doue ne ra ket a zifferans e‐touez an dud), ar re a zo ar muia istimet n’ho deuz lavaret netra d’in.


pa anavezaz Jakes, Cephas ha Ian, pere a zo kemeret evel pilierou, ar c’hras a oa bet roet d’in, e rojont d’in ha da Varnabas an dorn a gompagnunez evit m’az ajemp, ni etrezeg ar Jentiled, hag int etrezeg ar re circonciset.


Redec a reac’h ervad, piou hen deuz harzet ac’hanoc’h, ma na zentit mui ouz ar wirionez?


en hevelep doare ma c’hellin, en dervez ar C’hrist, en em c’hlorifia, dre n’am bezo ket redet, na labouret en vên.


Digemerit eta anezhan en Aotrou gant pep levenez, ha diskouezit eun istim vraz evit ar seurt tud‐se.


O veza eta ne hallen gortoz pelloc’h, e kassiz re all evit anaoud an doare euz ho feiz, gant aoun ne vec’h bet tromplet gant an tentatour, ha na vez eat hon labour da goll.


Combattet em euz ar gombat vad, echuet em euz va redaden, miret em euz ar feiz.


Evel‐se eta, pa’z eo gwir ez euz en‐dro deomp eun niver ker braz a destou, o teuler kuit diouzomp pep beac’h hag ar pec’hed a zeu ken eazet d’ hon luya, kendalc’homp da redec ar redadec a zo digor dirazomp;


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos