Kas a rejont d’e gavout o diskibien gant an herodianed, da lavarout dezhañ: Mestr, gouzout a reomp penaos out gwirion ha penaos e kelennez hent Doue hervez ar wirionez, hep ober van eus den ebet, rak ne sellez ket ouzh diavaez an dud.
Galated 1:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak daoust ha klask a ran kendrec’hiñ an dud pe Doue? Ha klask a ran plijout d’an dud? Mar deufen da blijout d’an dud, ne vefen ket servijer Krist. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag, pe Doue, pe an dud eo a brezegan‐me? pe daoust ha me a glask plijoud d’an dud? Mar teufen da blijoud d’an dud, ne vefen ket servicher d’ar C’hrist. |
Kas a rejont d’e gavout o diskibien gant an herodianed, da lavarout dezhañ: Mestr, gouzout a reomp penaos out gwirion ha penaos e kelennez hent Doue hervez ar wirionez, hep ober van eus den ebet, rak ne sellez ket ouzh diavaez an dud.
Mar deu ar gouarnour da glevout kement-se, ni a c’hounezo anezhañ hag a denno ac’hanoc’h a boan.
Den ebet ne c’hell servijañ daou vestr, rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c’hellit ket servijañ Doue ha Mammon.
Herodez a oa droug ennañ a-enep tud Tir ha Sidon. Met int a zeuas a-unvan d’e gavout hag, o vezañ gounezet Blastuz, an hini a oa e penn da gambr ar roue, e c’houlennjont ar peoc’h, abalamour o bro a denne he bevañs eus hini ar roue.
met eus an diabarzh eo e vezer Yuzev, hag an amdroc’h a zo hini ar galon, hervez ar spered ha nann hervez al lizherenn. E veuleudi ne zeu ket eus an dud, met eus Doue.
met droukc’hras ha fulor d’an dabuterien, d’ar re a stourm ouzh ar wirionez hag a sent ouzh an direizhder,
eveldon me ivez a fell din plijout d’an holl en holl draoù hep klask va mad va-unan, met o klask hini kalz evit ma vint salvet.
Ha krediñ a rit e fell deomp adarre en em zidamall dirazoc’h? Komz a reomp dirak Doue e Krist, ha kement-se holl, re garet mat, evit ho kenteliañ.
o servijañ anezho nann zoken dindan o daoulagad, evel ma klaskfec’h plijout d’an dud, met oc’h ober a galon vat bolontez Doue, evel servijerien Krist,
Paol ha Timote, servijerien Jezuz-Krist, d’an holl sent e Jezuz-Krist a zo e Filipi, d’an eskibien ha d’an diagoned:
Mevelien, sentit en holl draoù ouzh ho mistri hervez ar c’hig, nann zoken dindan o daoulagad evel ma klaskfec’h plijout d’an dud, met gant eeunder a galon hag e doujañs Doue.
Met evel m’en deus Doue kavet mat fiziout ennomp an Aviel, evel-se e komzomp, nann evit plijout d’an dud, met da Zoue a amprou hor c’halonoù.
Tud ha gwragez avoultr, ha n’ouzoc’h ket penaos karantez ar bed a zo enebiezh ouzh Doue? An neb eta a fell dezhañ bezañ mignon d’ar bed en em ra enebour da Zoue.
Piv bennak a zo ganet a Zoue ne ra ket ar pec’hed abalamour hadenn Doue a chom ennañ, ha ne c’hell ket pec’hiñ abalamour ma’z eo ganet a Zoue.
En deiz-se en em zalc'he eno, dirak an AOTROU , un den a-douez servijerien Saül. Anvet e oa Doeg, un Edomad, penn mesaerien Saül.