Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 21:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 En deiz-se en em zalc'he eno, dirak an AOTROU , un den a-douez servijerien Saül. Anvet e oa Doeg, un Edomad, penn mesaerien Saül.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 21:7
21 Referencias Cruzadas  

Mesaerien Gerar a glaskas tabut ouzh mesaerien Izaak, o lavarout: An dour a zo deomp. Gervel a reas ar puñs Esek dre m'o doa stourmet gantañ.


Shitrai eus Saron war ar saout o peuriñ e Saron; Shafad mab Adlai war ar saout o peuriñ en traoniennoù;


Jaziz an Hagareniad war an deñved. An holl re-se a oa melestrourien ar madoù a oa d'ar roue David.


Sevel a reas ivez tourioù er gouelec'h, hag e kleuzias puñsoù niverus, dre m'en doa kalz a loened er blaenenn ha war ar maez, ha labourerien-douar ha gwinierien war ar menezioù ha war ar C'harmel, rak karout a rae al labour-douar.


Hag e teuont da'z kavout a-vostad, va fobl a azez dirazout, hag e selaouont da gomzoù. Met ne reont ket hervezo, o c'hontañ a reont en o genoù, met o c'halon a ya war-lerc'h o gwallc'hoantoù.


Diavaez ebet ne zebro traoù santel. An hini a chom e ti un aberzhour hag an devezhour ne zebrint ket traoù santel.


Merc’h un aberzhour hag a vefe intañvez pe kaset kuit gant hec’h ozhac’h, hep bugale, hag a zistrofe da di he zad evel en he yaouankiz, a zebro boued he zad. Met diavaeziad ebet ne zebro dioutañ.


Kemer a ri flour bleud hag e poazhi gantañ daouzek gwastell; pep gwastell a vo a ziv dekvedenn.


Bep deiz sabad e vo fichet ar baraoù-mañ dirak an AOTROU, dalc’hmat; a-berzh mibien Israel, e vo un emglev peurbadus.


hag a lavar: Pegoulz e vo tremenet al loar nevez, ma werzhimp hon ed? Pegoulz e vo tremenet ar sabad, ma tigorimp hor solieroù? Bihanaat a raimp an efa hag e kreskimp ar sikl, hag e falsimp ar balañsoù evit touellañ,


Ar bobl-mañ a dosta ouzhin gant o genoù, a enor ac’hanon gant o muzelloù, met o c’halon a zo pell diouzhin.


Ha setu e tistroe Saül eus ar parkeier a-dreñv e ejened, hag e lavaras: Petra en deus ar bobl da ouelañ evel-se? Hag e voe kontet dezhañ ar pezh o doa lavaret tud Jabez.


Saül a renas eta war Israel, hag e reas brezel a bep tu a-enep e enebourien, a-enep Moab, a-enep mibien Ammon, a-enep Edom, a-enep rouaned Zoba, a-enep ar Filistined. Ha dre-holl ma'z ae, e kase ar spouron.


David a lavaras da Akimelek: Ha ne'c'h eus ket dindan da zorn ur goaf pe ur c'hleze bennak? Rak ne'm eus ket kemeret va c'hleze na va armoù ganin, rak mall e oa ober gant afer ar roue.


en deus goulennet kuzul digant an AOTROU evitañ, hag en deus roet dezhañ boued ha kleze Goliad ar Filistin.


David a lavaras da Abiatar: Soñjet em eus mat en deiz-se, pa oa Doeg an Edomad eno, na vankje ket da lavarout da Saül. Me a zo kiriek eus marv an holl dud-se eus tiegezh da dad.


Neuze Doeg an Edomad, an hini a oa penn servijerien Saül, a respontas o lavarout: Gwelet em eus mab Jese o tont da Nob da gavout Akimelek mab Akitub,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos