Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Galated 1:10 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

10 Rag, pe Doue, pe an dud eo a brezegan‐me? pe daoust ha me a glask plijoud d’an dud? Mar teufen da blijoud d’an dud, ne vefen ket servicher d’ar C’hrist.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Rak daoust ha klask a ran kendrec’hiñ an dud pe Doue? Ha klask a ran plijout d’an dud? Mar deufen da blijout d’an dud, ne vefen ket servijer Krist.

Ver Capítulo Copiar




Galated 1:10
20 Referencias Cruzadas  

Hag e kasjont dezhan lod euz ho diskibien gant an Herodianed, pere a lavaraz dezhan: Mestr, gouzoud a reomp penaos ez oud gwirion, ha penaos e teskez hent Doue hervez ar wirionez, hep sourcial petra vez an den, rag na zellez ket ouz apparans an dud.


Ha mar deu ar gouarner da glevet kement‐se, ni a c’hounezo anezhan hag e tennimp ac’hanoc’h a boan.


Den e‐bed na hell servicha daou vestr; rag, kasaad a rai unan, hag e karo egile; pe en em attacho ouz unan, hag e tisprijo egile. Na hellit ket servicha Doue ha Mammon.


Hogen, Herodes a oa drouk enhan a‐enep tud Tyr ha Sidon. Mes ar re‐man a zeuaz a‐unan d’he gavoud, hag o veza gounezet Blastus, ministr euz a di ar roue, e c’houlenjont ar peoc’h, abalamour ma tenne ho bro he magadurez euz a hini ar roue.


Mes Per hag an ebestel all a respontaz: Red eo senti ouz Doue kentoc’h eged ouz an dud.


Paol, servicher da Jesus‐Christ, galvet da veza abostol, choazet evit annons Aviel Doue,


mes euz an diabarz eo e vezer Judeo, hag ar gwir circoncision eo hini ar galon, an hini a zo hervez ar spered, ha nann hervez al lizeren; ha meulodi ar Judeo‐ze na zeu ket euz an dud, mes euz a Zoue.


mes kassoni ha coler d’ar re a zo touellet gant eur spered a zisput ha d’ar re a stourm ouz ar wirionez, hag a zent ouz an injustis;


evel‐se e ran va‐unan, o klask plijoud d’an holl e pep tra, hep klask va avantach va‐unan, mes hini ar re all, evit ma vezint salvet.


Ha sonjal a rit‐hu e fell deomp adare en em justifia? E prezans Doue er C’hrist eo e komzomp; ha kement‐se holl, va breudeur muia‐karet, evit hoc’h edification.


n’e ket en eur servicha anezhe dirag ho daou‐lagad hep‐ken, evel pa vec’h o klask plijoud d’an dud, mes oc’h ober bolontez Doue a galon vad, evel servicherien ar C’hrist;


Paol ha Timoteus, servicherien Jesus‐Christ, d’an holl zent en Jesus‐Christ, pere a zo en Philippos, d’an eskibien ha d’an diaconed:


Servicherien, sentit en pep tra ouz ho mistri hervez ar c’hig, o servicha anezhe, nann hep‐ken dirag ho daou‐lagad, evel o klask plijoud d’an dud; mes gant eur galon eün en doujans Doue.


Mes, evel ma’z omp bet kavet dign gant Doue da veza fiziet enomp an Aviel, evel‐se e komzomp, nann evit plijoud d’an dud, mes da Zoue, pehini a amprouv hor c’halonou.


Goazed ha merc’hed avoultr, ha na ouzoc’h‐hu ket penaos karantez ar bed a zo eur gassoni a‐enep Doue? Piou‐benag eta a fell dezhan beza mignon d’ar bed, en em laka da veza adversour da Zoue.


Piou‐benag a zo ganet euz a Zoue, na ra ket ar pec’hed, rag an had euz a Zoue a choum enhan; ha na hell ket pec’hi, abalamour ma’z eo ganet euz a Zoue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos