Dont a reas e Derb hag e Listra. Ha setu, bez’ e oa eno un diskibl anvet Timote, mab da ur Yuzevez hag a grede ha da un tad Gresian.
Filemon 1:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Paol, prizoniad Jezuz-Krist, ha Timote hor breur, da Filemon, hor c’haret-mat hag hor c’henlabourer, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Paol, prizonier Jesus‐Christ, hag hor breur Timoteus, da Philemon hor muia‐karet, hag hor c’hen‐labourer; |
Dont a reas e Derb hag e Listra. Ha setu, bez’ e oa eno un diskibl anvet Timote, mab da ur Yuzevez hag a grede ha da un tad Gresian.
Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue, hag ar breur Timote, da Iliz Doue a zo e Korint ha d’an holl sent a zo en Akaia a-bezh:
Pediñ a ran eta ac’hanoc’h, me prizoniad en Aotrou, d’en em ren en un doare dellezek eus ar c’halvidigezh ez oc’h bet galvet drezañ,
ma’z on ar c’hannad anezhañ er chadennoù, hag evit ma komzin anezhañ gant hardizhegezh evel ma tlean henn ober.
Paol ha Timote, servijerien Jezuz-Krist, d’an holl sent e Jezuz-Krist a zo e Filipi, d’an eskibien ha d’an diagoned:
Kredet em eus e oa ret kas deoc’h Epafrodit, va breur, va c’henlabourer ha va c’henvrezeliad, an hini hoc’h eus kaset din hag en deus va sikouret em ezhommoù,
Da bediñ a ran ivez, va c’henlabourer gwirion, sikour anezho, stourmet o deus ganin evit an Aviel kenkoulz ha Klemañs ha va c’henlabourerien all, emañ o anvioù el levr a vuhez.
Jezuz lesanvet Justuz a salud ivez ac’hanoc’h. Bez’ int eus an amdroc’h hag int eo ar re nemetañ o vezañ kenlabourerien din e rouantelezh Doue hag a zo bet ur frealz evidon.
hag hon eus kaset Timote hor breur, ministr Doue, hor c’henlabourer en Aviel Krist, evit ho kalonekaat hag hoc’h aliañ diwar-benn ho feiz,
Paol, Silvan ha Timote, da Iliz an Desalonikiz a zo e Doue hon Tad hag en Aotrou Jezuz-Krist:
Na’z pez ket mezh eta eus testeni hon Aotrou, nag ac’hanon e brizoniad, met gouzañv poan ganin evit an Aviel dre c’halloud Doue,
koulskoude e pedan kentoc’h ac’hanout en anv ar garantez, o vezañ ar pezh ez on, Paol koshaet, ha bremañ zoken prizoniad Jezuz-Krist,