Ester 3:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Hag al lizheroù a voe kaset dre rederien da holl broviñsoù ar roue, evit ma vije kaset da get, lazhet, distrujet an holl Yuzevien, ar re yaouank evel ar re gozh, ar vugale hag ar maouezed, en un hevelep devezh, an trizekvet eus an daouzekvet miz, a zo miz Adar, ha ma vije preizhet o madoù.
Ar rederien a yeas eta gant lizhiri a-berzh ar roue hag e bennoù, dre holl Israel ha Juda, en ur lavarout hervez m'en doa gourc'hemennet ar roue: Mibien Israel, distroit d'an AOTROU Doue Abraham, Izaak hag Israel, hag e teuio etrezek ennoc'h, an nemorant a zo tec'het eus dorn roue Asiria.
Rak gwerzhet omp bet, me ha va fobl, da vezañ distrujet, lazhet, kaset da get. Ma vijemp gwerzhet evit bezañ sklaved ha mitizhien, am bije tavet, petra bennak ma ne c'hellje ket ar gwasker dic'haouiñ ar c'holl evit ar roue.
hag e lavaras: Mar kav mat ar roue ha mar em eus kavet gras dirazañ, mar seblant dereat an dra d'ar roue ha mard on plijus dezhañ, ra vo skrivet evit terriñ al lizheroù a sell ouzh irienn Haman mab Hammedata an Agagad, hag en doa skrivet evit distrujañ ar Yuzevien a zo en holl broviñsoù ar roue.
D'an trizekvet deiz eus an daouzekvet miz, a zo miz Adar, pa'c'h erruas an deiz evit seveniñ urzh ar roue hag e gemenn, an deiz ma c'hortoze enebourien ar Yuzevien bezañ mestroù warno, ar c'hontrol a voe, ar Yuzevien a voe mestroù war ar re a gasae anezho.
Kas a rin anezhi a-enep ur vroad pilpous, hag e roin dezhi ur garg a-enep pobl va c'hounnar, evit skrapat, evit preizhata, evit mac'hañ anezho evel fank ar straedoù.
Kae bremañ, sko war Amalek, ha laka da verz ar pezh en deus, n'espern ket anezhañ, met laka d'ar marv ar wazed hag ar maouezed, ar vugale hag ar re a zen, an ejened hag an deñved, ar c'hañvaled hag an ezen.
Hag e lakaas da lazhañ gant barvenn ar c'hleze e Nob, kêr an aberzhourien, ar wazed, ar maouezed, ar vugale, ar re a zene, an ejened, an ezen, hag an deñved.