1 Samuel 22:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
19 Hag e lakaas da lazhañ gant barvenn ar c'hleze e Nob, kêr an aberzhourien, ar wazed, ar maouezed, ar vugale, ar re a zene, an ejened, an ezen, hag an deñved.
Setu perak e savo un tousmac'h e-touez da bobl, ha da holl greñvlec'hioù a vo distrujet, evel m'en deus Shalman distrujet Bet-Arbel da zeiz an emgann. Ar vamm a voe bruzunet gant ar vibien.
Int a lavaras dezhañ: Ha klevout a rez ar pezh a lavaront? Ya, a respontas Jezuz dezho. Ha n’hoc’h eus biskoazh lennet: Tennet ec’h eus meuleudi eus genoù ar vugale hag eus ar re a zo ouzh ar vronn?
Kêr a vo lakaet da verz, hi ha kement a zo enni, evit an AOTROU . Met Rahab ar c'hast a vevo, hi hag an holl re a vo ganti en ti, rak kuzhet he deus ar gannaded hor boa kaset.
Kae bremañ, sko war Amalek, ha laka da verz ar pezh en deus, n'espern ket anezhañ, met laka d'ar marv ar wazed hag ar maouezed, ar vugale hag ar re a zen, an ejened hag an deñved, ar c'hañvaled hag an ezen.
Met Saül hag ar bobl a espernas Agag hag ar re wellañ eus an deñved, eus an ejened, eus al loened lart, eus an oaned, ha kement a oa mat, ne fellas ket dezho o lakaat da verz. Ha nemet ar pezh a oa disprizus ha dister a voe lakaet da verz.
Dont a reas David da Nob, da gavout an aberzhour Akimelek. Spouronet e voe Akimelek, hag e redas en arbenn da Zavid hag e lavaras dezhañ: Perak ez out da-unan, ha n'eus den ganit?
Neuze ar roue a gasas da c'hervel an aberzhour Akimelek mab Akitub hag holl diegezh e dad, an aberzhourien a oa e Nob. Hag e teujont holl da gavout ar roue.