Zadok a oa ivez eno, ha gantañ an holl Levited a zouge arc'h emglev Doue. Hag e lakajont eno arc'h Doue. Abiatar a bignas e-pad ma echue an holl bobl da vont er-maez eus kêr.
ha setu, un avel vras a zo deuet eus tu all d'ar gouelec'h, hag en deus skoet gant pevar c'horn an ti, a zo kouezhet war ar re yaouank, hag ez int marvet. Me va-unan am eus tec'het da zisklêriañ dit.
An hini eus da re na'm bo ket lamet eus kichen va aoter, a vo evit glac'hariñ da zaoulagad hag enkreziñ da ene, hag holl vibien da di a varvo en oad-gour.