Ester 2:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar roue a reas ur fest bras evit e holl briñsed hag e servijerien, fest Ester. Hag e roas diskuizh d'ar proviñsoù, ha donezonoù hervez largentez ar roue. |
Hag al Levited a rae tevel an holl bobl o lavarout: Chomit peoc'h, rak an deiz-mañ a zo santel, na vezit ket eta glac'haret.
Roet e veze da evañ e podoù aour, a oa disheñvel etrezo, hag e oa gwin roueel a-fonn, hervez largentez ar roue.
evel deizioù m'o doa diskuizhet ar Yuzevien eus o enebourien, hag evel ar miz ma voe kemmet o enkrez e levenez hag o c'hañv e devezh gouel, hag ober anezho devezhioù fest ha levenez, ma kaser profoù an eil d'egile ha ma reer donezonoù d'ar beorien.
Deuit er-maez, merc'hed Sion, sellit ouzh ar Roue Salomon gant ar gurunenn he deus lakaet e vamm war e benn da zeiz e zimeziñ, da zeiz levenez e galon.
Deuet on em liorzh, va c'hoar, va fried. Dastumet em eus va mir gant va louzoù-frondus, debret em eus va zerennoù gant va mel, evet em eus va gwin gant va laezh. Debrit, mignoned, en em vezvit gant karantez!
Met un devezh a-vat a zeuas. Herodez, evit deiz e c’hanedigezh, a roas ur fest da re vras e lez, da vistri e arme, ha da re vras Galilea.
Pa vi pedet gant unan bennak d’un eured, n’en em laka ket er c’hentañ plas, gant aon en em gavfe e-touez ar re bedet un den enorusoc’h egedout,
Tud an douar en em laouenaio diwar o fenn hag en em roio d’al levenez, hag e kasint profoù an eil d’egile abalamour m’o devo an daou brofed-se trubuilhet tud an douar.
Eñ a lavaras din: Skriv: Eürus ar re a zo galvet da bred-eured an Oan. Hag e lavaras din: Ar re-se eo gerioù gwirion Doue.
Goulenn kement-se digant da dud, hag e lavarint dit. Ra gavo eta va zud trugarez dirak da zaoulagad, pa'z omp deuet en un devezh mat. Ro mar plij da'z servijerien ha da'z mab David ar pezh a gavo dindan da zorn.