Daniel 8:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned E c'halloud a gresko, met ne vo ket dre e c'halloud dezhañ e-unan. Hag e tistrujo dreistmuzul, hag e raio berzh, hag e kaso da benn, hag e tistrujo ar c'halloudeien ha pobl ar sent. |
Met goude an emglev graet gantañ, e raio gant touellerezh, hag e pigno, hag e vo kreñv gant nebeut a dud.
Hag e klevis an den gwisket gant lin a oa dreist doureier ar stêr; sevel a reas e zorn dehou hag e zorn kleiz etrezek an neñvoù, hag e touas dre an Hini a vev da viken, e vo a-benn un amzer hag amzerioù hag un hanter-amzer; ha pa vo echuet da stlabezañ nerzh ar bobl santel, an holl draoù-se a vo kaset da benn.
Hag e lavaro gerioù a-enep an Uhel-Meurbet, hag e heskino sent an Uhel-Meurbet, hag e vo e-sell da cheñch an amzerioù hag al lezenn. Ar sent a vo lakaet etre e zaouarn e-pad un amzer hag amzerioù hag un hanter-amzer.
Hag e kreskas betek arme an neñvoù, hag e lakaas da gouezhañ d'an douar un darn eus an arme hag eus ar stered, hag o mac'has.
Ha zoken e savas betek penn-bras an arme, hag e lamas digantañ an aberzh hollbad, hag e tiskaras chomlec'h e santual.
Hag un arme a voe deroet gant an aberzh hollbad en abeg d'an disentidigezh, hag e taolas ar wirionez d'an douar. Ober a reas kement-se hag e reas berzh.
En amzer diwezhañ eus o ren, pa vo sevenet niver ar bec'herien, e savo ur roue kalet e zremm hag ampart en touell.
Rak skuilhet o deus gwad ar sent hag ar brofeded, hag ec’h roet eus dezho gwad da evañ. Henn meritout a reont.
Rak Doue en deus lakaet en o c’halonoù da gas da benn e venoz ha da gaout an hevelep menoz, da reiñ o rouantelezh d’al loen betek ma teuio gerioù Doue da vezañ peurc’hraet.
Gwelout a ris ar wreg mezvet gant gwad ar sent ha gant gwad merzherien Jezuz, hag e krogas ur souezh vras ennon o welout anezhi.
rak e varnedigezhioù a zo gwirion ha reizh, rak barnet en deus ar c’hast vras a vreine an douar dre he loustoni, veñjet en deus gwad e servijerien he doa skuilhet gant he dorn.