Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Daniel 12:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Hag e klevis an den gwisket gant lin a oa dreist doureier ar stêr; sevel a reas e zorn dehou hag e zorn kleiz etrezek an neñvoù, hag e touas dre an Hini a vev da viken, e vo a-benn un amzer hag amzerioù hag un hanter-amzer; ha pa vo echuet da stlabezañ nerzh ar bobl santel, an holl draoù-se a vo kaset da benn.

Ver Capítulo Copiar




Daniel 12:7
30 Referencias Cruzadas  

Doue a zo bev. Lakaet en deus va gwir a-gostez, an Holl-C'halloudeg en deus leuniet va ene a c’hwervder.


Anvet e vint: ar bobl santel, dasprenidi an AOTROU, ha te a vo anvet: an hini glasket, ar gêr n'eo ket dilezet.


hag e toui: Bev eo an AOTROU! e gwirionez, en eeunder hag e reizhder, hag ar broadoù a vo benniget ennañ hag a gavo gloar ennañ.


ha lavar dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: An deiz ma em eus dibabet Israel, ma em eus savet va dorn dirak lignez ti Jakob, ma'z on en em roet da anavezout dezho e bro Ejipt, ha ma em eus savet va dorn dirazo o lavarout: Me eo an AOTROU ho Toue,


hag e savis va daoulagad hag e sellis, ha setu un den gwisket gant lin, e zivgroazell gourizet gant aour Ufaz.


Roue an hanternoz a zistroio hag a zastumo ur maread brasoc'h eget an hini kentañ, hag a-benn bloavezhioù, a-dra-sur ec'h addeuio gant un arme vras hag aveadurioù bras.


Unan anezho a lavaras d'an den gwisket gant lin a oa dreist doureier ar stêr: Pegoulz e vo echu ar burzhudoù-se?


Hag e klevis met ne gomprenis ket. Neuze e lavaris: Va aotrou, petra a vo diwezh an traoù-se?


Ar ger a oa c'hoazh e genoù ar roue, pa ziskennas ur vouezh eus an neñv: Roue Nebukadnezar, disklêriet eo dit e vo lamet da rouantelezh diganit.


Met e diwezh an deizioù-se, me Nebukadnezar a savas va daoulagad war-zu an neñv, va skiant-vat a zistroas din, hag e vennigis an Uhel-Meurbet, hag e veulis anezhañ, ha rois gloar d'an Hini a vev da viken hag a zo e riegezh ur riegezh peurbadus, hag a bad e rouantelezh a oad da oad.


Sellout a ris e rae ar c'horn-se brezel ouzh ar sent hag e trec'he anezho,


Hag e lavaro gerioù a-enep an Uhel-Meurbet, hag e heskino sent an Uhel-Meurbet, hag e vo e-sell da cheñch an amzerioù hag al lezenn. Ar sent a vo lakaet etre e zaouarn e-pad un amzer hag amzerioù hag un hanter-amzer.


Hag e lavaras din: Betek daou vil tri c'hant abardaez ha mintin, ha goude ar santual a vo glanaet.


E c'halloud a gresko, met ne vo ket dre e c'halloud dezhañ e-unan. Hag e tistrujo dreistmuzul, hag e raio berzh, hag e kaso da benn, hag e tistrujo ar c'halloudeien ha pobl ar sent.


Lakait eta en ho kalon na dleit ket soñjal a-raok en ho tifenn,


Kouezhañ a raint dindan troc’h ar c’hleze ha kaset e vint da sklaved e-touez an holl vroadoù. Jeruzalem a vo mac’het gant ar vroadoù betek ma vo peurleuniet amzerioù ar vroadoù.


hag e lakaio ac'hanout dreist an holl bobloù en deus graet, e meuleudi, anv ha gloar, hag e vi ur bobl santelaet d'an AOTROU da Zoue, evel m'en deus lavaret.


An AOTROU a varno e bobl, met ouzh e servijerien en devo truez, pa welo ez eo aet o nerzh, ha n'eus den ken, na re zalc'het na re zieubet.


Rak va dorn a savan war-zu an neñv, hag e lavaran: Me a zo bev da viken!


Rak ur bobl santel ez out evit an AOTROU da Zoue. An AOTROU da Zoue en deus da zibabet evit ma vi dezhañ ur bobl ispisial, a-douez an holl bobloù a zo war-c'horre an douar.


Met c’hwi a zo ur ouenn dibabet, ur velegiezh roueel, ur vroad santel, ur bobl bet prenet, evit embann vertuzioù an hini en deus ho kalvet eus an deñvalijenn d’e sklêrijenn vurzhudus,


Divaskell an erer bras a voe roet d’ar wreg evit ma c’hellfe nijal d’al lec’h distro, en he lec’h hec’h-unan ma tle bezañ maget un amzer hag amzerioù hag un hanter-amzer, pell a-zirak an naer.


Ar wreg a dec’has el lec’h distro en ul lec’h kempennet dezhi gant Doue, evit bezañ maget eno e-pad mil daou c’hant tri-ugent devezh.


Roet e voe dezhañ ur genoù a lavare traoù bras ha mallozhioù, ha roet e voe dezhañ ar galloud d’oberiañ e-pad daou viz ha daou-ugent.


ar pevar henaour warn-ugent a zaouline dirak an hini a oa azezet war an tron, hag a azeule an hini a vev e kantvedoù ar c’hantvedoù, hag a daole o c’hurunennoù dirak an tron en ur lavarout:


Pa roe ar bevien gloar hag enor ha gras d’an hini a oa azezet war an tron, d’an hini a vev e kantvedoù ar c’hantvedoù,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos