Te a lavare ez kalon: Pignat a rin d'an neñvoù, sevel a rin va zron dreist stered Doue, azezañ a rin war venez ar vodadeg, e pennoù an hanternoz,
Daniel 8:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e kreskas betek arme an neñvoù, hag e lakaas da gouezhañ d'an douar un darn eus an arme hag eus ar stered, hag o mac'has. |
Te a lavare ez kalon: Pignat a rin d'an neñvoù, sevel a rin va zron dreist stered Doue, azezañ a rin war venez ar vodadeg, e pennoù an hanternoz,
Mezvit eñ, rak eo savet a-enep an AOTROU. Ra en em ruilho Moab en e c'hwedadenn, ha ra vo eñ ivez ur c'hoapadenn.
Distreiñ a raio d'e vro gant pinvidigezhioù bras, hag e galon a vo a-enep an emglev santel. Oberiañ a raio hag e tistroio d'e vro.
Listri Kitim a zeuio a-enep dezhañ, hag e vo digalonekaet, hag e tistroio, hag e fuloro a-enep an emglev santel. Oberiañ a raio hag e tistroio, hag en em glevo gant ar re a zilez an emglev santel.
Goude-se e sellis em gweledigezhioù noz, ha setu ur pevare loen, euzhus, spontus ha kreñv-meurbet. Dent bras en houarn en doa, debriñ a rae, hag e vruzune hag e vac'he gant e dreid ar pezh a vane. Disheñvel e oa diouzh an holl loened a oa bet diagent, ha dek korn en doa.
Hag e welis anezhañ o tapout an tourz; hag o kounnariñ en e enep, e vountas an tourz hag e torras e zaou gorn dezhañ. An tourz n'en doa nerzh ebet evit herzel outañ. E deurel a reas d'an douar hag en mac'has, ha ne oa den da zieubiñ an tourz eus e zorn.
E lost a stleje an deirvet lodenn eus stered an neñv hag a daolas anezho war an douar. An aerouant a chomas en e sav dirak ar wreg a oa prest da wilioudiñ evit lonkañ he bugel pa vije ganet ganti.