O tistreiñ, e welas anezho hag o milligas en anv an AOTROU. Neuze div arzhez a zeuas eus ar c'hoad hag a ziframmas daou-ugent eus ar vugale-se.
Daniel 7:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha setu ul loen all, an eil, heñvel ouzh un arzh, hag en em zalc'he war ur c'hostez. Teir c'hostezenn en doa en e c'henoù etre e zent, hag e veze lavaret dezhañ: Sav, debr kalz a gig. |
O tistreiñ, e welas anezho hag o milligas en anv an AOTROU. Neuze div arzhez a zeuas eus ar c'hoad hag a ziframmas daou-ugent eus ar vugale-se.
Gwelloc'h eo en em gavout gant un arzhez a zo lamet diganti he re vihan, eget gant ur sod en e sotoni.
Bremañ e tisklêrin dit ar wirionez: Setu, e vo c’hoazh tri roue e Persia, hag ar pevare a berc'henno muioc'h a binvidigezhioù eget an holl reoù all. Ha pa vo deuet da vezañ galloudek gant e binvidigezhioù, hemañ a atizo an holl dud a-enep rouantelezh Javan.
War da lerc'h e savo ur rouantelezh all bihanoc'h egedout, ha goude un deirvet rouantelezh a vo en arem hag a reno war an douar holl.
An hini kentañ a oa evel ul leon hag en doa divaskell un erer. Sellout a ris betek ma voe tennet e zivaskell digantañ, ha ma voe savet al loen diwar an douar ha lakaet war e dreid evel un den, hag ur galon den a voe roet dezhañ.
Goude-se e sellis, ha setu unan all heñvel ouzh ul loupard hag en doa pevar askell labous war e gein. Pevar fenn en doa al loen-se, hag ar vestroniezh a voe roet dezhañ.
O diaraogin evel un arzhez pa'z eo lamet he re vihan, hag e freuzin krogen o c'halon, hag o lonkin eno evel ul leonez, ha loen ar parkeier o lakaio a-dammoù.
Al loen a welis a oa heñvel ouzh ul loupard, e dreid a oa evel re un arzh, e c’henoù evel genoù ul leon. An aerouant a roas dezhañ e nerzh, e dron hag ur galloud bras.