youc'hoù trec'h an den drouk ne badont ket, ha levenez an den dizoue a zo evit ur predig?
Daniel 5:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned War an taol e teuas er-maez bizied dorn un den o skrivañ a-dal d'ar c'hantolor war indu moger ar palez roueel. Ar roue a welas lod an dorn a skrive. |
youc'hoù trec'h an den drouk ne badont ket, ha levenez an den dizoue a zo evit ur predig?
An den hag a reud e c'houzoug pa vez rebechet, a vo torret buan, ha ne vo ket yac'haet.
Roue Babilon en deus klevet an trouz a gement-se, e zaouarn a zeu da vezañ laosk, an enkrez a grog ennañ, poanioù evel ur vaouez o wilioudiñ.
Ar ger a oa c'hoazh e genoù ar roue, pa ziskennas ur vouezh eus an neñv: Roue Nebukadnezar, disklêriet eo dit e vo lamet da rouantelezh diganit.
D'an eur-se e voe peurc'hraet ar ger-se war Nebukadnezar. Kaset e voe kuit a-douez an dud, debriñ a reas geot evel an ejened, glebiet e voe e gorf gant glizh an neñv, betek ma kreskas e vlev evel pluñv an erer hag e ivinoù evel re al laboused.
Ha bremañ an dud fur hag ar steredourien a zo bet degaset dirazon evit lenn ar skrid-se ha reiñ din e zisklêriadenn, met ne c'helljont ket reiñ disklêriadenn ar gerioù.
Evañ a rejont gwin, hag e veuljont an doueoù aour, arc'hant, arem, houarn, koad ha mein.
Neuze dremm ar roue a voe kemmet, e soñjoù a drubuilhas anezhañ, juntoù e zivgroazell a laoskaas, e zaoulin en em skoas an eil ouzh egile.
Neuze holl dud fur ar roue a zeuas, met ne c'helljont ket lenn ar skrid, na reiñ e zisklêriadenn d'ar roue.
diverket en deus ar skrid a oa a-enep deomp, an urzhiadurioù a damalle ac’hanomp, en deus o c’haset da netra o stagañ anezho ouzh ar groaz,