Daniel 4:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned33 D'an eur-se e voe peurc'hraet ar ger-se war Nebukadnezar. Kaset e voe kuit a-douez an dud, debriñ a reas geot evel an ejened, glebiet e voe e gorf gant glizh an neñv, betek ma kreskas e vlev evel pluñv an erer hag e ivinoù evel re al laboused. Ver Capítulo |
Kaset e voe kuit a-douez mibien an dud, e galon a zeuas da vezañ heñvel ouzh hini al loened, e chomlec'h a voe gant an ezen gouez, geot a vo roet dezhañ da zebriñ evel d'an ejened, glebiet e voe e gorf gant glizh an neñv, betek ma anavezas e ren an Doue Uhel-Meurbet war rouantelezh an dud, hag e ro anezhi d'an hini a fell dezhañ.