Daniel 5:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned rak kavet e oa ennañ ur spered uhelañ, anaoudegezh ha skiant da zisklêriañ an huñvreoù, da ziskuliañ ar c'hevrinoù ha da ziskoulmañ an traoù diaes; Daniel eo, hag a oa anvet Beltshazar gant ar roue. Bremañ eta ra vo galvet Daniel, hag e roio an disklêriadenn. |
An den dalc'het en e c'herioù en deus anaoudegezh, hag an den poellek en deus ur spered dispar.
Doue a roas d'ar pevar den yaouank-mañ gouiziegezh ha meiz en pep lennegezh ha furnez. Ha Daniel a gomprene pep gweledigezh ha pep huñvre.
Penn ar spazhidi a roas anvioù all dezho. Ober a reas eus Daniel: Beltshazar, eus Hanania: Shadrak, eus Mishael: Meshak, hag eus Azaria: Abed-Nego.
Ar roue a gomzas o lavarout da Zaniel, anvet Beltshazar: Hag e vefes barrek da reiñ da anavezout din an huñvre am eus bet hag e zisklêriadenn?
Neuze Daniel, hag a oa anvet Beltshazar, a chomas sabatuet e-pad un eur, hag e soñjoù a drubuilhe anezhañ. Ar roue a gomzas o lavarout: Beltshazar, ra ne drubuilho ket an huñvre ac'hanout, nag e zisklêriadenn. Beltshazar a respontas o lavarout: Va aotrou, ra vo an huñvre evit ar re a gasa ac'hanout, hag e zisklêriadenn evit da enebourien!
A-benn ar fin, Daniel, anvet Beltshazar hervez anv va doue, hag en deus spered an doueoù santel ennañ, a zeuas davedon, hag e lavaris dezhañ an huñvre.
Klevet em eus diwarnout emañ spered an doueoù ennout, hag ez eus ennout ur sklêrijenn ur skiant hag ur furnez dreist muzul.
Klevet em eus diwarnout e c'hellez disklêriañ ha diskoulmañ traoù diaes. Bremañ ma c'hellez lenn ar skrid-se ha reiñ din e zisklêriadenn, e vi gwisket a dane, e tougi ur c'holier aour ouzh da c'houzoug, hag e vi an trede eus ar rouantelezh.
Daniel a voe a-us d'ar vinistred all ha d'ar satraped, dre ma oa ennañ ur spered dreist muzul. Hag ar roue a soñje sevel anezhañ war ar rouantelezh holl.
Neuze ar vinistred hag ar satraped a glaskas an tu dereat da damall Daniel diwar-benn aferioù ar rouantelezh. Met ne c'hellent kavout tu ebet na fazi ebet, rak feal e oa. Ha ne veze kavet ennañ na mank na fazi.