Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Koloseiz 1:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

29 Evit-se ivez eo e labouran, o stourm gant skoazell e vertuz a labour ennon gant nerzh.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

29 Evit se ive eo e labouran, o combatti dre he vertuz, pehini a labour nerzus enoun.

Ver Capítulo Copiar




Koloseiz 1:29
28 Referencias Cruzadas  

Poagnit da vont e-barzh dre an nor strizh. Rak, me a lavar deoc’h, kalz a glasko mont e-barzh ha ne c’hellint ket.


Kemeret em eus ar garg da brezeg an Aviel e-lec’h na oa ket bet Krist anvet, evit tremen hep sevel war an diazez en dije unan all lakaet,


Ho pediñ a ran start eta, breudeur, dre hon Aotrou Jezuz-Krist ha dre garantez ar Spered, ma vrezelot ganin er pedennoù a reot da Zoue evidon,


Met un hevelep Spered hepken a oberi an holl draoù-se, en ur lodennañ anezho da bep hini evel ma fell dezhañ.


bez’ ez eus oberoù disheñvel, met nemet un Doue a ra an holl draoù en holl.


Met dre c’hras Doue ez on ar pezh ma’z on, hag e c’hras em c’heñver n’eo ket bet difrouezh. Met labouret em eus kalz muioc’h egeto holl, n’eo ket me koulskoude, met gras Doue a zo ganin.


Ha ministred Krist int? Komz a ran gant follentez, bez’ on muioc’h c’hoazh, kalz muioc’h el labourioù, kalz muioc’h er goulioù, muioc’h er prizonioù, alies e riskl ar marv,


peogwir e klaskit ur brouenn emañ Krist o komz drezon, eñ ha n’eo ket dinerzh en ho keñver met a zo galloudek ennoc’h.


Dre-se ivez e klaskomp bezañ kavet plijus gantañ, pe e chomfemp ennañ pe ez afemp er-maez anezhañ.


er goulioù, er prizonioù, en dispac’hioù, el labourioù, er beilhoù, er yunoù,


ha pehini eo brasted divuzul e c’halloud a ziskouez en hor c’heñver-ni, ar re a gred, hervez oberiusted galloud e nerzh,


D’an hini a c’hell ober dre ar galloud a labour ennomp muioc’h eget na c’houlennomp ha na soñjomp,


graet on bet ministr anezhañ dre zonezon gras Doue a zo bet roet din dre nerzh e c’halloud.


Lakait evezh hepken d’en em ren en un doare dellezek eus Aviel Krist, evit, pe e teuin d’ho kwelout pe e vin ezvezant, ma klevin lavarout ac’hanoc’h e talc’hit start en un hevelep spered da stourm gant un hevelep ene evit feiz an Aviel,


o ren ur stourm heñvel ouzh an hini ma hoc’h eus va gwelet ennañ ha ma’c’h anavezit emaon c’hoazh ennañ.


rak Doue eo a laka ennoc’h ar c’hoant hag an ober, hervez e blijadur mat.


o tougen ger ar vuhez, en hevelep doare ma c’hellin, e deiz Krist, en em reiñ gloar dre ma ne’m bo ket redet en aner na labouret en aner.


Rak me a fell din e c’houezfec’h pegen bras eo ar stourm a c’houzañvan evidoc’h, evit re Laodikea hag evit ar re holl n’o deus ket gwelet va dremm er c’hig,


o vezañ bet sebeliet gantañ dre ar vadeziant, ennañ ivez oc’h adsavet a varv dre ar feiz e galloud Doue en deus e adsavet a-douez ar re varv.


Epafraz hag a zo eus ho touez a salud ac’hanoc’h. Ur servijer eus Krist eo, ne baouez ket da stourm evidoc’h en e bedennoù, evit ma viot peurvat ha peurc’hraet en holl volontez Doue.


Soñj hoc’h eus, breudeur, eus hol labour hag eus hor poan. En ur labourat noz-deiz evit na vijemp ket ur bec’h deoc’h eo hon eus prezeget deoc’h Aviel Doue.


N’hon eus debret bara den ebet evit netra, met omp bet er boan hag er skuizhder, o labourat noz-deiz evit na vijemp ket ur bec’h da hini ac’hanoc’h.


Dre-se e c’houzañvan an holl draoù abalamour d’ar re zibabet, evit m’o devo ivez ar silvidigezh a zo e Jezuz-Krist gant ar gloar peurbadus.


N’hoc’h eus ket c’hoazh stourmet betek ar gwad oc’h enebiñ ouzh ar pec’hed,


a rento ac’hanoc’h peurc’hraet e pep ober mat, evit ma reot e volontez, oc’h ober e-unan ennoc’h ar pezh a gav mat, dre Jezuz-Krist, ra vo ar gloar dezhañ e kantvedoù ar c’hantvedoù! Amen.


Gouzañvet ec’h eus, bet ec’h eus pasianted, labouret ec’h eus evit va anv ha ne’c’h eus ket kollet kalon.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos