Daniel 3:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Ar roue Nebukadnezar a gasas evit dastum ar satraped, ar brefeded, ar c'houarnourien, ar guzulierien, an deñzorerien, ar varnerien, al lezennourien, hag holl bennoù-bras ar proviñsoù, evit ma teufent da zedi an delwenn en doa savet ar roue Nebukadnezar.
Jeroboam a reas ur gouel d'an eizhvet miz, d'ar pempzekvet deiz eus ar miz, evel ar gouel a veze graet e Juda, hag e kinnigas aberzhoù war an aoter. Ober a reas evel-se e Betel, oc'h aberzhiñ d'al leueoù en doa graet; hag e lakaas e Betel aberzhourien evit an uhellec'hioù en doa graet.
Ar satraped, ar brefeded, ar c'houarnourien ha kuzulerien ar roue en em zastumas hag a welas n'en doa bet galloud ebet an tan war gorfoù an dud-se, ne oa devet blevenn ebet eus o fenn, ne oa ket kemmet o brageier, ha n'en doa ket intret enno c'hwezh an tan.
Evel-se e voe dastumet ar satraped, ar brefeded, ar c'houarnourien, ar guzulierien, an deñzorerien, ar varnerien, al lezennourien, hag holl bennoù-bras ar proviñsoù evit dedi an delwenn en doa savet ar roue Nebukadnezar. Hag en em zalc'hjont dirak an delwenn en doa savet ar roue Nebukadnezar.
Priñsed ar Filistined en em zastumas evit kinnig un aberzh bras d'o doue Dagon hag evit laouenaat. Lavarout a rejont: Hon doue en deus lakaet etre hon daouarn Samzun hon enebour.