An holl weledigezhioù a zo deuet evidoc'h evel komz ul levr siellet, a vefe roet da un den o c'houzout lenn, en ur lavarout dezhañ: Lenn kement-mañ! Hag a respontfe: Ne c'hellan ket rak siellet eo.
Daniel 12:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e lavaras: Kae, Daniel, rak ar c'homzoù-se a zo kuzhet ha siellet betek amzer an diwezh. |
An holl weledigezhioù a zo deuet evidoc'h evel komz ul levr siellet, a vefe roet da un den o c'houzout lenn, en ur lavarout dezhañ: Lenn kement-mañ! Hag a respontfe: Ne c'hellan ket rak siellet eo.
Dont a ran bremañ evit reiñ dit da anavezout ar pezh a c'hoarvezo gant da bobl en deizioù diwezhañ, rak ez a ar weledigezh betek an deizioù-se.
Ha da vare an diwezh, roue ar c'hreisteiz a stoko outañ, met roue an hanternoz a zeuio en e enep evel ur barr-avel gant kirri, marc'hegerien ha listri niverus. Dont a raio war an douaroù, en em stlabezo evel ur froud hag e tremeno.
Ha te Daniel, mir kuzh ar c'homzoù-se, siell al levr betek amzer an diwezh. Kalz a redo amañ hag ahont, hag an anaoudegezh a gresko.
Hag e klevis met ne gomprenis ket. Neuze e lavaris: Va aotrou, petra a vo diwezh an traoù-se?
Gwirion eo gweledigezh an abardaezioù hag ar mintinoù a zo bet lavaret. Mir kuzh ar weledigezh-mañ, rak e komz diwar-benn un amzer bell.
P’o doe ar seizh kurun lakaet o mouezh da vezañ klevet, ez aen da skrivañ, met e klevis ur vouezh o tont eus an neñv a lavare din: Siell an traoù o deus ar seizh kurun lavaret ha na skriv ket anezho.