An hini a vo deuet a-enep dezhañ a raio evel m'en devo c'hoant, ha ne vo den da zerc'hel dirazañ. Hag ec'h ehano e bro ar c'hloar, o tistrujañ dre e zorn.
Daniel 11:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met sevel a raio ur roue nerzhus a reno gant ur galloud bras hag a raio ar pezh a fello dezhañ. |
An hini a vo deuet a-enep dezhañ a raio evel m'en devo c'hoant, ha ne vo den da zerc'hel dirazañ. Hag ec'h ehano e bro ar c'hloar, o tistrujañ dre e zorn.
Ar roue a raio ar pezh a fello dezhañ hag a lorc'henno hag en em uhelaio dreist pep doue. Hag e lavaro traoù souezhus a-enep Doue an doueoù, hag e raio berzh betek ma vo ar vrouez kaset da benn, rak ar pezh a zo divizet a c'hoarvezo.
Dirazañ holl annezidi an douar a zo kontet evel netra, ober a ra evel ma plij dezhañ, ken gant arme an neñvoù, ken gant annezidi an douar, ha n'eus den hag a c'hellfe herzel ouzh e zorn ha lavarout dezhañ: Petra ac'h eus graet?
En abeg d'ar veurdez en doa roet dezhañ, an holl bobloù, broadoù ha yezhoù a grene dirazañ hag a zouje anezhañ. Lakaat a rae d'ar marv ar re a felle dezhañ, hag e leze ar vuhez gant ar re a felle dezhañ. Uhelaat a rae ar re a felle dezhañ, hag ec'h izelae ar re a felle dezhañ.
Goude-se e sellis, ha setu unan all heñvel ouzh ul loupard hag en doa pevar askell labous war e gein. Pevar fenn en doa al loen-se, hag ar vestroniezh a voe roet dezhañ.
Ennañ ivez eo ez omp deuet da vezañ heritourien, o vezañ bet raktonket hervez an diviz eus an hini a ra an holl draoù hervez ma tere ouzh e volontez,
Doue o nerzhañ o zesteni dre sinoù ha burzhudoù, dre veur a virakl ha donezonoù ar Spered-Santel hervez e volontez?
Hor c’hrouet en deus hervez e volontez gant ger ar wirionez, evit ma vijemp evel ar c’hentañ frouezh eus e grouadurien.